192 992
edits
(yezh) |
No edit summary |
||
Memes ma Itron Kervella eo boazet da dro levrioù pe da embann anzhañ, erruet eo dezhi da skriv levrioù, da skouer ’’La Cuisine Des Celtes ’’, ul levr kegiñ, e galleg, ’’un digarez da reiñ da anavezout ar c’helc’h bro keltiek’’, hag ivez pennadigoù war he beaj er vro an Hanternoz pe er vroioù Reter Europa ; tammoù eus ar bad a blij kalz dezhe.
Al lennegezh vrezhonek a zo fonnus a-walc’h, n’eus bet koulz lavarout troc’h ebet e istor ar yezh skrivet a-hed ar c’hanvedoù. Dre al lennegezh e komprener istor Breizh hag hini ar bobl, an darvoudoù a zo bet c’hoarvezet ha temz spered an dud da vareoù resis. Gwerzioù kozh sant Telo pe sant Ronan, koulz hag ar Rannoù a gaver er Barzhaz Breizh pe c’hoazh kalz tostoc’h diouzhimp skridoù Jakez Riou pe Jarl Priel a chomo bev da viken hag a vo lennet bepred gant ar memes plijadur.
Pa oan bihan e oa levrioù tro dro din ha lennet am eus bet a bep seurt traoù disheñvel e brezhoneg hag e galleg. Brezhoneg oa yezh an ti setu e oa un dra naturel komz, lenn ha skrivañ e yezh ar vro. Chañs am eus bet d’anavezout meur a skrivagner ha skrivagnerez e brezhoneg ha pa anavezer an dud e vez muioc’h a c’hoant da lenn o skridoù.
|
edits