Yann Kerlann : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Yann Gerlann''' a zo bet dreist-holl kelenner, saver ha troer kanaouennoù ha kelaouenner. Skolaer kentañ vrezhonek [[Plistin]] e voe e-pad un nebeud bloavezhioù eus 1941 da 1944, met siwazh, e voe dispennet e labour gant darvoudoù ar brezel. Chom a raio en hon eñvor evel tad ar skolioù brezhonek.
 
===E vuhez===
 
====GanedigezhBugaleaj ha studioù====
 
Ganet eo '''Jean Honoré Delalande''', '''Yann Kerlann''', e bro [[Vañde]], e-lec'h ma oa e dad en arme, d'an a viz Gouere 1910. Goude marv e dad Frañsez Loeiz Kerlann, abred goude, ez eas da vevañ e Montroulez gant e vamm, Paolina Jozefina Kerbirioù. Aze e tremenas e skoliadur betek 1923. Ebarzhiañ a reas da c'houde skol gentañ-uhel Brest ( 1923-1927 ) ha mont a reas da Londrez da wellaat e saozneg, er Saint-Dustan College ( 1927-1928 ) .
 
====Kelenner====
 
====Kelenner====
Distroet da Vreizh e teuas da vezañ kelenner e [[Ploveur]] (1930), e Sant-Filbarzh [[Tregon]] (1931) hag e [[Kemperle]] (1932). Goude e amzer soudard, e kendalc'has da gelenn e skol [[Gwiglann|Wiglann]] (1933-1936), e [[Sant-Gwenole]] [[Penmarc'h]] (1936-1941) hag e Kledenn ar c'hab (Kerzu 1941). Dastum a reas e-pad ar bloavezhioù-se kanaouennoù, kontadennoù, troioù-lavar ha gerioù eus ar parrozioù-mañ. Mignon bras e oa gant [[Yann Sohier]] ( sikour a reas anezhañ da grouiñ « Ar Falz » e 1903 ) ha gant [[Armañs Keravel]]. Graet eo bet prizoniad e-pad ar brezel. Distroet da Vreizh, e 1941, e tigoras e Plistin ar c'hentañ skol e brezhoneg skoazellet gant [[Frañsez Kervella]]. Serriñ a reas ar skol e fin ar brezel rak koustañ a rae re ger dezhañ. Heskinet, bac'het ha tennet dezhañ e garg a skolaer e skolioù ar gouarnamant, ez eas da Bariz hag impliet e voe gant Air-France, dre ma ouie meur a yezh. Aze e reas anaoudegezh gant [[Roger Gargadenneg]]; e fin e vuhez,e kemeras perzh gantañ en « [[Kêr Vreizh]] » ha rener e voe e 1964.
 
====Fin e vuhez====
Goude e varv, d'ar [[16 a viz Kerzu]] 1964, e laoskas war e lerc'h e-leizh a varzhonegoù, kanaouennoù pe kontadennoù dastumet pe krouet gantañ. En o zouez ul levr : « Sonioù brezhonek evit ar skolioù » ha kanaouennoù : ''Mari Janig Vrao, Luskell va Bag, Gwerz ar Balp'', ha re all.
 
===E oberennoù===
====Kelaouennerezh====
Kalzik a bennadoù e [[Breiz]], [[Ar Falz]], [[Breiz Atao]], [[Gwalarn]], [[Sav]], [[L'Heure Bretonne]], [[Arvor]], [[Tir na Nog]], [[Al Liamm]], [[Me a zalc'ho]], [[Sked]], [[Bleuñ Brug]], [[Kroaz Breiz]], [[Terre Bretonne Douar Breiz]], [[Skridoù Barzhed Breizh]], [[Hor Yezh]], [[Ar Vro Jeune Bretagne]], [[Barr-Heol]], [[An Teodeg]], [[Kannadig Kêr-Vreizh]], [[Ar Bed Keltiek]]
 
====Kanaouennoù====
Kerlann a implijas a wechoù ton kanaouennoù all evit ijinañ e ganaouennoù. Adkavet 'vez se e-barzh tonnioù zo evel Gwerz ar Balp hag Luskell va Bag :
*[[Gwerz ar Balp]]
*[[Luskell va bag]]
 
=====Luskell va bag==Levrioù===
I
Adal ar beure, betek an noz,
Pesketa eo va lod
Kuitaet em eus ma ziig kloz
Kluchet e-tal an aod
 
Diskan
Luskell, va bag, war gribell an dour
Dispak da ouel, ha red !
Kaset war-raok en avelioù flour
Sent ouzh ar stur bepred ! [...]
Ar ganaouen-se a vez kanet war an ton skosat Skye Boat Song
 
 
====Oberennoù====
*Skrivet en deus e 1936 « Sonioù brezhonek evit ar skolioù » embannet gant [[Ar Falz]] da gentañ hag adembannet da c'houde gant [[Brud Nevez]].
*[[Gwerz ar Balp]]