Hannibal Barca : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ang:Hannibal
Linenn 7:
Goude ar [[Brezel punek kentañ]], en doa sinet [[Hamilkar Barka]] un emglev gant ar [[Henroma|Romaned]]. Lestrañ a reas evit [[Bro-Spagn]] e 237 k J.K., gant e vab-kaer hag e dri mab : Hannibal, [[Hasdrubal]] ha [[Magon]]. Mervel a reas eno e-pad un [[emgann]] ouzh tud ar vro, e 229 kent J-K. E vab-kaer [[Hasdrubal]], choazet gant an arme, a gemeras e blas evel [[pennjeneral]]. Sevel a reas ur [[kêr|gêr]] nevez anvet ''Kartada Nevez'' ([[Kartajena]] hiziv). Da 26 vloaz e kemeras Hannibal e lec'h e penn an arme goude [[drouklazh]] kevrinus [[Hasdrubal]] e 221 kent J-K.<br />
 
==[[Eil brezel punek|An Eil brezel punek]] ==
Pa stagas gant ar stourm a-enep [[Roma]] e 218 k. J-K e padas ar [[brezel]] e-tro ugent [[bloaz|vloaz]]. Roma, nec’het gant [[darempred]]où etre Hannibal ha pobloù [[Galia]] ha re eus [[plaenenn]] ar [[Pô]], a oa kevredet gant [[Massilia]]. Terriñ a reas Roma an [[emglev]] a zifenne d'ar [[Romaned]] tremen an [[Ebre]], evit en em aliañsiñ gant ar soudarded Iberian e [[Saguntum]]. Pa gemeras Hannibal ar gêr e voe diskleriet gant ar Romaned an [[Eil brezel punek]].<br />
 
Mont a reas, Hannibal, war-zu [[Italia]] e-kerzh [[mezheven|miz Even]] 218 k J-K. [[Roma]], hag a oa prest d’ober ar brezel e Bro-Spagn, a vo souezhet o c'houzout e oa Hannibal o tremen ar Rhôn gant eizh ha tregont mil den ha seizh olifant ha tregont. Erruout a reas e plaenenn ar Pô e fin miz Here goude bezañ tremenet an [[Alpoù]]. Gounit a reas, Hannibal, un emgann e-pad an Hañv, e-kichen al lenn [[Trasimenus]]. Daoust dezhe da vezañ div wech niverusoc'h, ar Romaned a voe koll ur wech c’hoazh, e miz Eost, e-kichen [[Cannae]], en un emgann a vez kelennet c'hoazh er skolioù brezel hiziv. Pemzek dre gant eus an arme roman a oa bet distrujet e-pad tri emgann. Hannibal ne dagas ket [[Roma]] diouzhtu daoust da alioù e letananted. Kavout a reas gwelloc'h klask distagañ pe diframmañ tamm-ha-tamm holl Italia diouzh Roma da gentañ<br />
 
[[Capua]] a sinas un emglev gant [[Kartada]]. Evel-se en em gave holl an [[Apulia]], ar [[Samnium]], al [[Lukania]], ar [[Bruttium]], ar [[Campania|C'hampania]] ha Gresianed [[Tarentum]] ha [[Syracusa]] a-enep Roma. [[Fulup V (Makedonia)|Fulup V]] [[Makedonia]] a sinas, eñ ivez, un emglev gant Hannibal e 215 k J-K.<br />
 
==Faezhidigezh Kartada==