Republik Roma : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Adrummata
liens
Linenn 3:
{{LabourAChom}}
 
War-dro [[509]] kent [[Jezuz-Krist]] e oa bet skarzhet ar [[roue]] etrusk diouzh [[Roma]] gant an annezerien. Savet e oa ur [[republik]], e [[latin]] ''res publica'', da lavaret eo ''an dra publik'' (pe ''foran'') evit merkout e oa treuzwelusoc'h ar [[renad]].<br>
 
==Magistraded ha Sened==
Renet e oa Roma gant [[magistrad]]ed dilennet gant an holl [[keoded|geodediz]], met evit ur [[bloavezh]] hepken. Votet e oa al [[lezenn]]où gant an holl geodediz ivez. Ur [[Sened]], tri-c'hant [[magistrad|henvagistraded]] ennañ, a veze i izili añvet gant ar [[sensor]]ed, an uhelañ magistraded. Ne rene ket ar Sened , met e roe alioù a-bouezh bras ha den ne grede chom hep heuliañ anezho dre aon e c'hoarvefe dezhañ darvoudoù fall. Embann a rae ar Sened ''Senatus-consultum'' ha ma veze ar republik en argoll e c'hell votiñ un urzh evit ar goñsuled : ''Caveant consules ne quid detrimenti res publica capiat'' (Ra diwallo ar [[koñsul|goñsuled]] ma ne c'hoarvez d'ar republik digoll ebet). Ma oa un arvar milourel bras e c'hellfe ar Sened envel un [[diktator]] hag ur [[mestr ar varc'hegiezh]] evit kondui an armeoù.
 
==Pobl Roma==
Ur seurt [[demokratelezh]] e oa e Kêr Roma pa veze votet an holl lezennoù[[lezenn]]où gant bodadeg ar Bobl, (ar ''C'homitia tributa''(bodadeg ar meuriadoù) e veze graet eus outo). Koulskoude e oa un vodadeg bihan ha ne veze aotreet dibab an izili nemet d'ar re binvidik. Ar ''C'homitia centuriata''-mañ a oa karget envel ar vagistraded uhel. Dre vras e rene aferioù Roma ar re binvidik.
 
==Ar renk enorioù (''cursus honorum'')==