Gour (yezhoniezh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: de:Person (Grammatik)
Neal (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 60:
Ouzhpenn an tri gour diazez meneget a-us e kaver ivez gourioù yezhadurel all, anvet alies ''pevare gour'', ''pemvet gour'', h.a. N'eus talvoud hollek gant seurt termenoù ha kemmañ hag implijet e vezont e doareoù disheñvel a yezh da yezh.
 
Brudet-meur eo ar [[yezhoù algonkek]] a-drugarez d'ar fed ma vez isrannet gante an trede gour daou, o vezañ ma vez implijet gante ur gour, anvet "temek" (saoz. ''proximate'') evit komz eus an [[Tema (yezhoniezh)|tema]] pennañ, disheñvel diouzh un trede gour all, anvet "antemek" (saoz. ''obviative'') evit trede gourioù all, graet alies '''''[[pevare gour (yezhoniezh)|pevare gour]]''''' outañ.
 
Implijet e vez ivez a-wezhoù an termen "pevare gour" evit komz eus ur '''''gour ampersonel''''', da skouer saozneg ''one'', galleg ''on'', alamaneg ''mann'' pe katalaneg ''tothom''. E brezhoneg e vez graet alies '''''[[Tu-gouzañv|gour mann]]''''' eus ar gour-mañ dre ma n'eus [[Raganv-gour]] ebet a glota gantañ, d.s.