Lennegezh latin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MP (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Rummad:lennegez latin
 
Al '''lennegezh latin''' a zo bet ul lennegezh puilh, savet e mare ar [[Henroma|Romaned]] ha kelennet e-pad kantvedoù diwar ezhommoù an [[Iliz katolik roman]]. Meur a [[arroudenn]] tennet eus an oberourien latin a vezzo anavezet c'hoazh, panevea edrugarez da [[bannoùvannoù treset]] [[Asteriks]] paneveken.
 
Ar c'hentañ oberennoù lennegel e latin anavezet a zo [[c'hoariva fent latin|pezhioù-c'hoariva fent]] [[Plaotus]] e diwezh an [[3de kantved kent Jezuz-Krist]]. Diskouez a ra ar yezh bezañ pinvidigpinvidik ear [[geriaouegc'heriaoueg]] anezhi. Produerezh ur gevredigezh sevenet a-bell ha levezonet gant ar [[gresianeg]] eo. Koulskoude e o bet ur skoilh war hent lennegezh latin p'en deus klasket an oberourien mirout e unvanded dirak levezon ar gresianeg hag emdroadur ar yezh komzet dreist-holl. <br/>
Meur a wech en deus klasket oberour-mañ oberour chom etre harzoù al lennegezh latin klasel m'en doa desket er skol (skol ur mestr unan, emichañs) dre lenn an oberourien gozh. Ret eo bet ledanaat tamm ha tamm tachenn al latin lennegel ha ne oa tech ebet gant ar Romaned treiñ o spered daved ar mennozhioù difetis. Lavaret e vez e oa ar Romaned kouerien chikanerien da gentañ, gwelloc'h e o vleud gant traou ar Gwir. Koulskoude ul lennegezh eus ar c'hentañ eo bet al lennegezh latin p'en deus levezonet [[istor Europa]] e-pad 22 kantved. Ha n'eo echu c'hoazh hec'h istor-dezhi ha pa n'eo ket desket puilh al latin ha goulennet sevel testennoù latin er skol evel m'eo bet betek derou an [[20vet kantved]].