Erwan Kervella : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Erwan_Kervella_10.jpg|thumb|150px|right|Erwan Kervella]]
Mab da [[Frañsez Kervella]] ha da [[Ivet an Dred]]. Skolaer [[Diwan]]. Ludresour ha fentigeller er gelaouenn [[Yod-Kerc'h]].

Kroget e oa pa bihanik c'hoazh ea skrivañ istorioù berr ha barzhonegoù. Treset en deus bandennoù-treset.

Bet eo bet meur a wech o pourmen en Iwerzhon hag e Kembre, alies evel blenier [[Alan Stivell]] en e droiadoù. E kembre, e reas anaoudegezh gant ur c'haner brudet eno, [[Meic Stevens]].

Bet eo bet unan eus kentañ skolaerien Skolioù Diwan ha bet eo skolaer e Lannuon etre 1978 ha 1980.

Embannet eo bet e skridoù ur bloaz goude e e varv e [[1984]].

===Skridoù===
*''Yud'',
*''Kala-Mae'', kenlabour gant Tudual Huon.

====Barzhoneg====
Yud (1973)

Skrivañ 'raen va anv

gant lizherennoù ar soubenn

war vord feilhañs un asied dantet

Mirout 'raen gwerzennoù diheson

en ur c'haier-skol glas

breset ha prizius

Pegañ 'raen war mogerioù va c'hambr

skeudennoù divlaz ha koll-o-liv

broioù kevrinus

Tresañ 'raen en traezh

d'ar skreved da c'hoarzhin

enkrezioù disouezhet

Engravañ 'raen er c'hoad tener

gant ur gontell laeret

karantezioù dispi

Livañ 'raen war dremmwelioù louet

ar baradoz arnevez

trelat va dic'hoanag

Me eo ar bleiz digenvez

hag aet on skuizh

Me eo ar bleiz digenvez

hag aet on da greviñ

===Liamm===