Yeun ar Gow : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 18:
Un deskadurezh kristen-tre en doa bet e gêr, ha santet e vez se en e skridoù. Pouezus-kenañ e oa ar relijion evitañ. A-benn ar fin, e c'hellomp degemer e skridoù evel skouerioù talvoudus eus ur gevredigezh.
 
Mennozhioù broadelour en doa ha c'hoant a oa gantañ gwelout e vro o vezañ dizalc'h e-keñver Bro-C'hall, ar pezh na blije ket ha na blij ket c'hoazh da zifennerien Bro-C'hall, ''souverenisted'' hag all, evel-just. Embann a rae e vennozhioù hep aon ebet, rak c'hoant en doa o defe ar skrivagnerien ar gwir da skrivañ ar pezh o doa c'hoant e brezhoneg hep bevañ gant an aon da vezañ harluet, toullbac'het pe c'hoazh drouklazhet.
 
C'hoant en deus bet Yeun ar Gow da skrivañ evit leuskel roudoù eus ar yezh en e amzer. Klasket en deus a-hed e vuhez pinvidikaat ar yezh o sevel skridoù lennegezh, kelennadurezh ha studiadennoù yezh ivez. Un den asur en e yezh e oa. Ur skrivagner pervezh e oa ivez, ne laoske netra drochet (graet buan ha buan). Resis-tre eo e zoare skrivañ.