44=Breizh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Mennout a ra '''44=Breizh''' stourm a-enep d'ar politikerezh henvelekadur kaset da benn gant ar rannvro [[Broioù al Liger]] hag a-enep kement disparzh a sav diwar rannerezh [[Breizh]]. Ur pal stummañ hag emstummañ yaounkiz [[Breizh]] a zo gantañ, a-benn reiñ dezhi ar binviji rekis da stourm a-enep da rannerezh [[Breizh]]
 
An doareoù stourm implijet gant '''44=Breizh''' a zouj ouzh penaennoù an difeulster oberiant hag an [[disujidigezh sivil]].
 
Didu eo '''44=Breizh''', p'eo ar stourm evit an adunaniezh ur stourm a dremen e-biou d'ar poelloù kenduat. Evelato '''44=Breizh''' a zo anezhañ ur stroll [[enepfaskouriezh|enepfaskour]] a-grenn.
 
E garta a zisklêr ivez n'eo ket ar stourm evit [[adunvaniezh Breizh]] un daved drezañ e-unan, hogen ur c'hammed ouzhpenn en un argerzh a emdroadur ensavadurel, politikel, sokial ha sevenadurel mat d'ar pobl [[Breizhat|Vreizhat]].