Diodoros Sikilia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Diodoros Sikilia''' (Διόδωρος, ''Diódôros'' e [[henc'hresianeg]], pe Διόδωρος Σικελιώτης) pe '''Diodorus Siculus''' hervez al [[latin]], a oa un istorour hag un danevellour hellazat (pe gresian) eus ar Iañ kantved kent J.K., ganet war-dro [[-90]] en [[Agyrium]] e [[Sikilia]], ha marvet war-dro [[-30]]<ref>N'eo ket peurasur an deiziadoù.</ref>. Skrivet en deus ul levr anvet [[Bibliotheca historica]], pe ''Levraoueg istorel''.
 
== Buhez ==
 
Bevañ a rae Diodoros en amzer [[Julius Caesar]] hag [[Aogust|Augustus]]. Goude beajoù en [[Europa]], en [[Azia]], hag en [[Henegipt]] e annezas e [[Roma]]. Savet en deus un oberenn a dalvoudegezh. Emañ e-touez ar re o deus degaset ar muiañ a ditouroù diwar-benn [[Henegipt]], [[Henc'hres]] ha [[Henroma]]. Labourat a reas e-pad 30 vloaz da sevel e ''Levraoueg istorel'', a zanevell ouzhpenn mil bloaz istor, adalek amzer an henvojennoù betek mare [[Julius Caesar]]. En [[henc'hresianeg]] eo bet skrivet e oberenn, 40 levrenn a oa anezhi, met ne chom ken 15 hiziv an deiz. Ar c'hentañ eo o klask sevel un istor eus ar bed anavezet.
 
A-wezhioù e vez lakaet war e gont roll [[Seizh Marzh ar Bed]] abalamour d'an deskrivadur pizh a ra eus liorzhoù a-istribilh [[Babilon]] en eil levrenn e oberenn.