Loeiz Bihanig : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Bez ' ez eo bet '''Loeiz Bihanig''', Louis Bihannic e galleg, ur skrivagner brezhonek hag ur stourmer evit ar yezh o skoazellañ ar gelaouenn [[Al Liamm]] a-hedevel sekretour e-pad vuhezmeur haa skrivagner brezhonekvloavezh.
Loeiz Bihannig (Landeda 1924 – Sant Malo 1998)
 
Ganet 'oa bet Loeiz Bihannig e Landeda, d'an 19 a viz Gouere 1924. Un atant o doa e dud eno. O vezhina e veze e dad en enezeier (Trielen, ...) c'hwec'h miz ar bloaz. Bezhinaer-pesketaer-labourer-douar e oa bet Loeiz Bihannig gant e dad en e vugaleaj. N'en doa klevet nemet brezhoneg betek e seizh vloaz, pa oa aet d'ar skol. Ur wech tapet e « sertifikad » e oa aet da studiañ da skolaj Sant Charlez e Kemper, e 1937. Eno e kinnige an Ao. Kerbiriou kentelioù istor Breizh d'e skolidi, ar pezh oa ral d'ar mare-se. Brezhonegerien e oa an holl skolidi koulz lavaret, ha bet e oa ar c'hentelioù-se un dizoloadenn vras evit meur a hini anezho, peadra da vagañ o freder. En em enskrivañ a reas Loeiz Bihannig e « Skol Ober », da beurzeskiñ e yezh-vamm. Goude e goñje e studias e skol ar mor e Pempoull. Echu e studioù gantañ ez eas da eil gabiten ha da gabiten er verdeadurezh-kenwerzh. E-pad ar bloavezhioù-se en doa bet tro da zaremprediñ porzhioù hanternoz Europa, Mor Breizh, ar Mor Atlantel, Afrika, Azia, Amerika an Norz hag ar Su. Plijout a rae kalz dezhañ en em gavout gant tud ha sevenadurioù all, daoust d'an dispartioù hir diouzh e dud. War-dro 1950 e koumanantas da « Al Liamm », ha bep bloaz p'en em gave en douar ez ae da gaout Ronan Huon, evitañ da gaout keleier diwar-benn Breizh hag an Emsav. E 1965, e tivizas klask labour en douar, da vevañ gant e familh. Da ofiser-porzh ez eas neuze, e Dieppe da gentañ, hag e Sant-Malo e 1971. Pa oa e Dieppe e krogas en-dro gant kentelioù « Skol Ober », a-raok ober tri rummad eus kentelioù SADED. E 1972 ez eas da gelenner gant « Skol Ober ». Nebeut amzer goude bezañ en em gavet e Sant-Malo e c'houlennas Ronan Huon digantañ ober war-dro sekretouriezh « Al Liamm ». Ar pezh a reas e-pad pemzek vloaz, o kenlabourat gant Pêr ar Bihan, teñzorer ar gazetenn, hag a oa o chom e Sant-Malo ivez.
 
Setu amañ ur roll eus e skridoù bet embannet:
 
 
===E vuhez===
Linenn 7 ⟶ 13:
Bet eo bet eil ofiser war ul lestr ha goude se e porzh Sant-Maloù. Lesanvet e oa Yannig Kerlean.
===Oberennoù===
*Daou levr:
*Roll gerioù eus Landeda, [[Hor Yezh]] niverenn 105
**''Eñvorennoù ur c'hi'', ul levr evit ar vugale, embannet gant An Here e 1989.
*''Skouer pobloù all'', pennad studi, Al Liamm niverenn 224., pajenn 210
**''EñvorennoùGant uravel c'hiar vuhez'', embannet gant Al Liamm-An Here e 2000.
 
*''Gant avel ar vuhez'', embannet gant Al Liamm hag [[An Here]]
*Pennadoù war Al Liamm:
**1.Gant e anv gwir:
***''An troc'hañ-tali war aodoù Bro-Leon'', (niv.126)
***''Skouer pobloù all'', pennad studi, Al Liamm niverenn (niv.224.-225), pajenn 210
**2.Gant an anv « Yannig Kerleon » (danevelloù):
***''Prantadig glan ar Sul'', (niv.288)
***''Ur bugel hirc'hortozet'', (niv.295)
***''Helena, proferez an dour benniget'', (niv.310)
***''Tud Moalenez'', (niv.310)
***''Un taol tourmant ruz'', (niv.319)
***''Dienez'', (niv.320)
***''Aloubadeg'', (niv.322)
***''Ar morvil'', (niv.323)
***''Faro'', (niv.323)
***''War an talbenn e Diksmuid e 1915'', (niv.330)
 
*Ur roll gerioù dastumet e Landeda, embannet war Hor Yezh.*Roll gerioù eus Landeda, [[Hor Yezh]]