Leon Nemea : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: fa:شیر نیمیان
kempennig
Linenn 1:
'''Leon Nemea''' ([[Henc'hresianeg]]: Λέων της Νεμέας (Léōn tēs Neméas); e [[Latingregach]]:; Leo Nemaeus e [[latin]]) a oa un [[euzhvil]] drouk, ul [[leon]] spouronus, er [[mitologiezh|vitologiezh c'hresian]] a oa o vevañ e [[Nemea]] hervez mojennoù [[Hellaz]] kozh. Lazhet e oa bet gant [[Herakles]] a-benn ar fin. Soñjal a rae ar C'hresianed e oa ur bugel da [[Tifon]] hag [[Ekidna]], met skrivet eo bet ivez e oa kouezhet eus al [[loar]] hag e oa ur bugel da [[Zeus]] ha [[Selene]]. Hervez ur vojenn all e vije bet ganet gant ar [[Kimaera|Gimaera]].
 
== Kentañ labour Herakles ==
[[Image:Mosaico Trabajos Hércules (M.A.N. Madrid) 01.jpg|thumb|[[Herakles]] o reiñ lamm da Leon Nemea. Lodenn eus ur [[marelladur (arz)|vozaikenn]] roman eus [[Lliria (Spagn)|Llíria]] ([[Spagn|Bro-Spagn]]).]]
An hini gentañkentañ e oa eus an [[daouzek trevell Herakles|daouzek trevell]] a oa roet dad'an [[Heraclesharoz]] gant e genderv ar roue [[Euristeüs]], da lâreta eovoe :lazhañ diskar Leon Nemea ha degas e groc'hen en-dro.
 
Spouronet e oa bro Nemea gant al leon, ha ken kalet e oa e groc'hen ma ne c'halle ket bezañ treuzet gant an armoù. Pa oa taget gant Herakles, e armoù - [[gwareg (arm)|e wareg]], ur [[penn-bazh]] graet gant un [[olivezenn (gwezenn)|olivezenn]] (en doa diframmet e-unan) hag ur [[kleze|c'hleze]] [[arem]] - a oa bet diefedus-naet. A-benn ar fin e taolas Herakles holl e armoù ha lammat a reas ouzh al leon gant e zaouarn hepken. Lazhañ a reas anezhañ o stardañ e vrec'h en-dro da c'houzoug al loen betek e vougañ. (E stummoù all eus ar vojenn e voug Herakes al loen pe e torr outañ e garvanoù).
 
Tremen a reas Herakles eurvezhioù o klask digroc'henañ al leon, hep dont a-benn. Tamm-ha-tamm e savas fulor ennañ o welet ne c'hallfe ket seveniñ e gefridi. En diwezh [[Atena]], dic'hizet, a sikouras anezhañ da veizañ e oa skilfoù al loen o-unan a oa ar benvegoù gwellañ evitda dispennzispenn ar c'hroc'hen anezhañ.
 
Hiviziken e reaswiskas gant ar c'hroc'hen-se da hobregon. Ken spouronet e oa ar roue [[Euristeüs]], gant doare spontus Herakles, ar c'hroc'hen dindanañ, ma'z eas da guzhat en ur jarl [[arem]] bras, ha ma tivizas difenn ouzh e genderv dont tre e kêr ha reiñ e urzhioù da Herakles dre hanterouriezh un harod.
 
Diwezhatoc'h e vo fent o welout [[Omfale]] o wiskañ ar c'hroc'hen tra ma vo Herakles o nezañ gloan.
 
==Liammoù divaez==