Loeiz Bihanig : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
===E vicher===
Goude e goñje e studias e skol ar mor e [[Pempoull]]. Echu e studioù gantañ ez eas da eil gabiten ha da gabiten er verdeadurezh-kenwerzh. E-pad ar bloavezhioù-se en doa bet tro da zaremprediñ porzhioù hanternoz [[Europa]], [[Mor Breizh]], ar [[Mor Atlantel]], [[Afrika]], [[Azia]], [[Amerika an Norz]] hag [[Amerika ar Su]]. Plijout a rae kalz dezhañ en em gavout gant tud ha sevenadurioù all, daoust d'an dispartioù hir diouzh e dud. War-dro 1950 e koumanantas da « [[Al Liamm]] », ha bep bloaz p'en em gave en douar ez ae da gaout [[Ronan Huon]], evitañ da gaout keleier diwar-benn Breizh hag an [[Emsav]]. E 1965, e tivizas klask labour en douar, da vevañ gant e familh. Da ofiser-porzh ez eas neuze, e [[Dieppe]] da gentañ, hag e Sant-Malo e 1971. Pa oa e Dieppe e krogas en-dro gant kentelioù « [[Skol Ober]] », a-raok ober tri rummad eus kentelioù [[SADED]]. E 1972 ez eas da gelenner gant « Skol Ober ». Nebeut amzer goude bezañ en em gavet e Sant-Malo e c'houlennas Ronan Huon digantañ ober war-dro sekretouriezh « Al Liamm ». Ar pezh a reas e-pad pemzek vloaz, o kenlabourat gant [[Pêr ar Bihan]], teñzorer ar gazetenn, hag a oa o chom e Sant-Malo ivez.
 
Dimezet eo bet gant ... ha bet en deus daou vab : [[Gwenole|Gwenole Bihanig]] ha...
 
Marvet eo e 1998 ur miz hepken war-lerc'h [[Andrev Latimier]] unan eus e vignoned wellañ. Bez' e oa Andrev Latimier unan hag en deus kenlabouret gantañ el Liamm e-pad kalz a vloavezhioù.