Gwenole Bihannig : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
===Buhez===
Ganet eo ''Gwenole Bihanig'' e [[Dieppe]] e [[1966]]. Mab eo da [[Loeiz Bihanig]], skrivagner ha sekretour [[Al Liamm]]. Goude ez eas da heul e familh da chom da [[Sant Malo]] e 1971.
 
Graet en deus e studioù e Skol-Veur Roazhon e-lec'h m'en deus tapet ur vestroniezh war ar brezhoneg, unan all war ar yezhoù estren pleustrek evit ar genwerzh (L.E.A. pe Langues Etrangères Appliquées au Commerce) war ar saozneg hag ar spagnoleg.
 
Goude se e reas e goñje soudard e [[Fort-De-France]] ([[Martinika]]). Lenner eo bet ivez war ar brezhoneg e skol-veur [[Galway]] ([[Iwerzhon]]) e-pad daou vloaz. Labouret en deus e skol-veur [[Freiburg im Breisgau]] ([[Alamagn]]) e-pad ur bloavezh, war-dro ar raktres « Sonderforschungsbereich Mündlichkeit und Schriflichkeit » diwar-benn an hengoun dre gomz ha dre skrid en Iwerzhon. Kelenner brezhoneg ha tresañ eo bremañ e skolaj Diwan ar Releg (hag el lise, keit m'eo bet er Releg hag e [[Brest]]). Bet en deus e zoktorelezh war ar brezhoneg e 2005.
 
 
===Oberennoù===