Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Peseurt reolennoù neuze ?
Linenn 17:
 
ne welan ket perak e vije bet distroet war ar c'haoz a-daol trumm war afer anv al lec'h-mañ. n'eo ket ''etrebroadel'' ar stumm ''Bengalore'' - ur stumm trevadennadel ne lâran ket bet degaset dre levezonez ar saozneg goude bezañ treuzfeurmet ar stumm orin. ar fed m'eo bet degemeret gant ABU ne dalv nemet emañ ABU dindan krabannoù an impalaeriezh europek hag a laka pep tra da vezañ dielfennet hervez boazioù "kreiz ar bed seven".--[[Implijer:Neal|Neal]] 5 Ebr 2006 da 20:41 (UTC)
 
:Neal, adlakaat a ran ar pezh am eus lakaet da heul ar pennad a zo kaoz ha war ar seblant n'ac'h eus ket lennet a-raok cheñch an anv e pep lec'h er pennad. Ouzhpennet em eus traoù ivez. Evel ma skriven e lec'h all, lennet em eus ar c'hejadennoù a zo bet war an aferig-se just awalc'h ha graet em eus va soñj : kavout a ra din eo gwell ober gant ar stumm [[Bangalore]] : 1. Evit doujañ da stumm etrebroadel an anv. Daoust ma peus kasoni ouzh an ABU, me gav din n'haller ket mont da adober an Istor en India ; 2. Evit ober evel ma vez graet er Wikioù all. E kement yezh a gaver ar penna~d-se a hend all (er yezhoù o deus an hevelep lizherenneg hag an hini a c'hell ma urzhiataer diskouez din bepred) eo bet graet gant ar stumm-se, un nebeud devezhioù zo dija. Perak e yafemp-ni gant reolennoù kontrol d'ar pezh a vez graet gant ar re all ? 3. Brav e kavan ar stumm ijinet ganit (''Bengalour''), anzav a ran, met daoust hag e vo tu brezhonekaat holl anvioù-lec'h India evel-se ? Ha betek pelec'h mont ? Pelec'h chom a-sav ? Gant ar c'hêrioù, kêriadennoù, straedoù, stêrioù ha me oar ? Ha goude e vo tro ar broioù all ? Aze e vi atav evit ober al labour-se ? 4. Ne gav ket din on va unan o soñjal evel-se. Adlenn ar c'hejadennoù a zo bet er bajenn gozeal da skouer. Ouzhpenn-se e kavan un tamm reut an doare d'ober, o cheñch stumm an anv e pep lec'h er pennad, hep klask kozeal pelloc'h gant an den a zo o sevel anezhañ. Ne gavan ket gwall yalc'h an doareoù-se pe eo bet termenet reolennoù war ar poent-se en un tu bennkaet ha n'em eus ket o lennet. Ma n'eo ket bet graet, mat e vefe diazezañ reolennoù sklaer evit an holl a-benn neuze. [[Implijer:Matilin|Matilin]] 5 Ebr 2006 da 21:44 (UTC)