Frañsez Kervella : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Frañsez Kervella''', François-Marie Kervella e [[marilh ar boblañs]], ganet en [[Dirinonn]] ([[Kerne]] - [[Penn-ar-Bed]]) en [[1913]], marvet en [[Lannuon]] en [[1992]]. Anavezet eo ivez dindan e anv-pluenn [[Kenan Kongar]]. [[Douarour]] eo, skrivagner, barzh brezhonek, hogen anavezet dreist-holl evel [[yezhadur ar brezhoneg|yezhadurour brezhonek]]. Er [[kelaouenn|gelaouenn]] [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] e kemeras perzh, ha goude ar brezel e [[Barr Heol]] hag e [[Al Liamm]].<br>
(Taolit evezh : Un den all ar memes anv gantañ a oa o vevañ en amzer-se ha kemeret en deus perzh en [[Emsav]] ivez : [[Frañsez Kervella-Kernu]] a reer eus hennezh evit ma ne vefe ket kemmesket an daou. Daoust da se e vezont kemmesket alies el levrioù savet diwar-benn an amzer-se.)
 
==Bugaleaj ha yaouankiz==
Savet eo bet en ur familh baour o chom war ribl an [[Elorn]] e [[Dirinonn]], war harzoù [[Loperc'hed]], ha [[brezhoneg]] a veze komzet er gêr. Goude marv e dad er [[brezel-bed kentañ]], pa oa pevar bloaz, ar bugelig a voe disklêriet [[minor Stad]] ha desavet gant e vamm hag e dud-kozh. E bennad kentañ a skrivas evit [[Feiz ha Breiz]] an aotrou [[Yann-Vari Perrot]] pa oa c'hwezek vloaz. Skoliataet eo bet e Brest ha bet en doa [[Roparz Hemon]] da gelenner. E studioù war an [[douarouriezh]] pe ar [[c'heologiezh]] a reas e [[Roazhon]] etre 1931 ha 1936.<br>
 
==Buhez micherel==
Linenn 46:
 
====Levrioù evit ar vugale====
*''An naered hag o flemm'', Embannadurioù [[Gwalarn]], [[1930]].
 
====Troidigezhioù====