Olybrius : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: tl:Olybrius
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Olybrius 01.jpg|right|framed]]
 
Un [[Roll an Impalaerien roman|impalaer roman]] e oa Anicius Olybrius. Ren a reas eus ar [[11 Gouere|11 ar viz Gouere]] betek an [[23 Here|23 ar viz Here]] [[472]].
 
Linenn 5 ⟶ 7:
Nebeut a draoù a anavezer diwar-benn Olybrius. Un uheliad e oa, ganet e oa bet e [[Roma]]. O vezañ bet dimezet gant ''Placidia'', merc'h [[Valentinian III]] hag [[Eudoxia]] e oa ezel diwezhañ anavezet [[Tierniezh Teodosius]]. Tec'hout a reas diouzh [[Roma]] pa voe dizalbadet gant ar roue [[Vandaled|vandal]] [[Geiseric]] e [[455]]. Repuiñ a reas e [[Kergustentin]] ma voe anvet [[koñsul]] e [[464]].
 
E [[472]] e voe kaset gant [[Leo I]] da skoazellañ an impalaer [[Anthemus]] a-enep [[Ricimer]]. Lakaet e oa bet da impalaer a-enep dezhañ avat hag a-drugarez da vuntr e geveler ne oa bet tamm eneberezh ebet.
 
Dizarvoud a oa e ren. Nebeut a c'halloud gwir en-doa ha gant [[Ricimer]] ha [[Gundobad]] a o renet an impalaeriezh. En un doare naturel e varvas un nebeut mizioù goude e gurunidigezh.