44=Breizh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 28:
 
==Aozadurioù kar==
Er bloavezhioù [[1990]] e stourm an [[SAB|SAB (Stourm Ar Brezhoneg)]] a-benn gounit divyezhekadur ar panelloù-hent hag ur plas ledanoc'h evit ar brezhoneg er mediaoù.
 
Ar [[Front Anti-PDL]], aet da [[Front pour l'Unité de la Bretagne]], a stourm betek dibenn ar bloavezhioù [[1990]] evit [[Adunvaniezh Breizh]] hag a-enep da bropaganda ar rannvro Broioù al Liger.
 
Savet ez eus ivez ur [[Groupe d'Action pour la Réunification]] berrbad, bet taget gantañ dafar propaganda ar rannvro Broioù al Liger e [[Skol-veur Naoned]].
Linenn 37:
 
==Ganedigezh ar stroll==
E [[2006]] e c'han e spered un toullad studierien a [[Bro-Naoned|Vro-Naoned]] pignet da [[Roazhon]] evit o studioù ar soñj krouiñ ur framm da stourm evit [[Adunvaniezh Breizh]], broudet m'emaint gant ar stourm a-enep d'ar [[KIK|c'h/KIK]].
 
E [[2007]] ez eus krouet ar blog http://44breizh.blogspot.com e bal embann keloù ha flemmganoù a-ziwar rannvro ar Broioù al Liger. Embannet ez eus en tu all da 10.000 pegsun a-du gant an Adunvaniezh.
 
E miz Genver 2007 e embann ar stroll ur video a ziskouez oberoù ar [[SEA]] a-enep d'un dastumlec'h kirri-boutin ar Broioù al Liger e [[Naoned]].