Meroe : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: ar:بجراوية
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Lec'hioù Henegipt}}
'''Meroe''' eo anv ur geoded kozh eus [[Nubia]], war glann zehou an [[Nil]] {{dave douar.|16.88|N|33.72|E|}} e-tro 6 km e biz [[Kabushiya]] nepell eus [[Shendi]] e [[Soudan]] war-hed 200 km bennak e biz [[Khartoum]]. Er biojoù ez eus ur strollad kêriadennoù anvet '''Bagrawiyah'''. Bet eo Meroe kêr-benn rouantelezh [[Kush]] e-pad meur a gantved. Roet he deus kêr hec'h anv da '''Enez Meroe''' evit ar "Butaana", ur vro bevennet war tri c'hostez gant an Nil (adal [[stêr Atbarah]] betek Khartoum, Atbarah, hag an [[Nil Glas]]. Brudet eo dre he beredoù [[piramidenn|piramidennek]] serzh-tre an tuioù anezho ha bet miret madik a-walc'h betek an deiz a hiziv. Kalz eus ar piramidennoù zo rivinet hiziv. Enskrivet eo bet al lec'hienn [[arkeologiezh|arkeologel]] gant an [[UNESCO]] war e roll [[Glad bedel]] e [[2003]]
 
Linenn 20:
==Tachenn Meroe ==
[[Skeudenn:Die_Pyramiden_von_Meroe_French_nach_Schmidt.jpg|thumb|right|300px|Lec'hienn Meroe e-tro 1850]]
E traoñ ar [[c'hwec'hvet [[dourlamm an Nil|dourlamm]] emañ ar geoded, e [[Nubia]]. Reiñ a ra hec'h anv d'ur sevenadurezh afrikan skedus en em zispake eus aran [[dourlamm kentañ|c'hentañan Nil|dourlamm ]] kentañ betek [[kember]] an daou [[Nil]] ha, marteze a-walc'h, pelloc'h c'hoazh er su etre ar [[Vvet kantved kt JK|{{Vvet}} kantved kent JK]] hag an {{IIIe kantved}} goude JK. Levezonet e voe gant hec'h amezeien, Egipt lagidat ar [[Ptolemeed|Btolemeed]] da gentañ penn, ha goude roman, met ivez gant ar [[Reter-nesañ]] ha [[Persia]]. En he bog e voe ar rouantelezh er {{Iañ kantved kt JK}}
 
Ec'hon eo lec'hienn Meroe ha n'eo ket bet furchet nemeur c'hoazh. Gallet ez eus bet dizoleiñ [[santual|santualioù]] niverus e diavaez kêr ha renabliñ a reer un 200 piramidenn bennak dasparzhet war teir bered.