Manac'h : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Labour zo}}
Ur '''manac'h''' zo un den a vev hervez e relijion o lakaat ar vuhez speredel a-raok buhez ar c'horf. Un dra gozh eo an doare bevañ-se en istor an Denelezh, ha kavet e vez e meur a [[relijion]].
Ur '''manac'h''' zo un den a vev hervez e relijion o lakaat ar vuhez speredel a-raok buhez ar c'horf. Un dra gozh eo an doare bevañ-se en istor an Denelezh, ha kavet e vez e meur a relijion. Dont a ra ar ger eus ar [[gregach]] μοναχός, monachos.

==Manac'hegezh==
Dont a ra ar ger eus ar[[ gregach]] ''μοναχός, monachos''.
''Manac'hegezh'', hervez [[Geriadur Roparz Hemon]] eo an anvioù a vez graet eus obererezh ha reolennoù ar ''venec'h'' hag al ''leaned''.

==Merc'hed==
''Leanez'' a vez graet eus ur [[plac'h]] pe ur [[maouez|vaouez]], pe [[manac'hez]] dre fent.

==Manati==
Bevañ a ra al leaned en ul ''leandi''. Ur [[manati]] a zo ul leandi bras. Dindan beli un abad emañ an ''abati'' ha dindan beli ur priol eo ar [[prioldi]], hag a zo dindan beli un abati. Enebet eo ar vanac'hiezh ouzh ar penitiouriezh|benitiouriezh]] pa vez ar benitiourien o vevañ o-unan en ur [[peniti]].

Er [[boudaegezh|voudaegezh]] "Theravada" ez eus bet anv a vanac'hiezh 25 kantved 'zo. P'eo ar [[prederiadenn|brederiadenn]] an dra pennañ er voudaegezh ez eus ur plas anat evit ar vanac'hiezh hag e klask ar ''Voudaidi'' mont da repuiñ evel menec'h en ur prantad eus o buhez.

Hervez an [[hengoun]] eo bet ganet ar vanac'hiezh kristen diwar atizh [[sant Pakom]] war-dro [[330]] e [[Egipt]] e-kichen [[Nag Hammadi]]. Klasket en deus bodañ kristenien aet da glask repu en [[dezerzh]] pa oa [[heskinadur]] [[Diokletian]] oc'h ober e reuz. Egipt a zo bet un dachenn dibar, rak e veze tud kloastret dija war-dro [[templ]] [[Serapis]] hag an [[emgastiz]] a zo ar pont etre an daou relijion.

A-raok ma vo aotreet ar relijion kristen gant [[Kustentin Iañ (impalaer roman)|Kustentin]] e oa ar [[merzherenti]] an doare aesañ evit gounid ar [[salvidigezh]].

Leaned ha leanezed o deus klasket tapout o salvidigezh diwar ar [[pedenn|bedenn]] hag ar brederiadenn er [[sioulded]] hag an dilavar. [[Sant Anton Meur]] a vroude an dud da vezañ penitiourien evit heuliañ roudoù ar [[Jezuz-krist|C'hrist]] dindan levezon ar [[Spered santel]]. Er c'hontrol e lavare sant Pakom e oa dañjerus an digenvez pa c'hell kas d'an dispi. Kinnig a rae ma veze bodet ar venec'h evit ar [[merenn]]où nemetken, pep hini o prederiañ en e unan devezh-pad en ur c'hellig.

==Manac'hiezh kristen ar C'hornôg==
[[Skeudenn:Kovelklein.JPG|thumb|right|100px|Manac'h katolik]]
E [[361]] eo bet diazezet ar c'hentañ manati a zo bet e [[Kornôg]] [[Europa]] gant [[sant Marzhin Teurgn]] war un dachenn roet gant [[sant Hiler]], [[eskob]] Poitiers. En abati [[Ligugé (Vienne)]] ne oa nemet lochennoù graet gant brankoù evit reiñ goudor d'ar venec'h, met e c'houlenne sant Marzhin ma kemeront prantadoù evit al labour e-kreiz amzerioù evit ar bedenn.

Rak e deus kroget ar manac'hiezh gant ar vuhez-arvestal a-raok ma teuio an diforc'h etre an [[urzhioù leaned]] oberiant hag an urzhioù-arvestal.

Koulskoude, n'eo ket ket Egipt kavell nemetañ ar manac'hiezh p'eo bet ganet ar vanac'hiezh kristen e pep lec'h e derou ar relijion ofisiel nevez. E broioù ken pell hag [[Iwerzhon]] eo bet staliet manatioù e lec'hioù digenvez evel [[inizi Skellig]] e kreiz an [[donvor]] (a-raok ar {{VIvet kantved}}). Kustumoù dibar a zo bet d'ar venec'h gelt evel un tres ispisial evit troc'hañ ar blev, dougen dilhad gwenn ha vouetañ un [[tantad]] diehan. Setu perak e komzer eus ar [[manac'hiezh keltiek|vanac'hiezh keltiek]].

Er [[Krennamzer|Grennamzer]] en deus tizhet e varr ar manac'hiezh e Europa p'eo bet diazezet un niver bras a urzhioù leaned ha p'eo bet savet un niver divent a leandioù (manatioù, abatioù, prioldioù). War tiriadoù roet dezho gant ar galloudoù hag ar feizhidi o deus gounezet pe lakaet da vezañ gounezet pep seurt a broduerezh diwar al labour-douar. Dre an difraostañ eo bet kemmet ar maezioù hag ar gweledvaoù. Gorreadoù bras a oa goloet gant ar c'hoadeier a zo bet kemmet da barkoù, da bradeier ha da [[gwinieg|winiegoù]] (ezhomm o doa ar venerc'h eus ar gwin evit lidañ an oferennoù hag evit evañ bemdez.

Ul levezon bras en deus bet ar vanac'hiezh war treuskas ha diorraodur ar [[sevenadur]] p'eo bet eilet kellies al [[levr]]ioù [[dornskrid|dornskrivet]] gant ar venec'h. Sell ouzh an [[Azginivelezh karolingat]].

Luskad ar brotestanted a glaskas adaozañ ar relijion kristen e Europa e kreiz ar [[XVIvet kantved]] hag e kavas gwelloc'h ar gristenien mod-nevez ober hep ar vanac'hiez pa soñjent e oa da bep feizour kavout ur gemmenadenn gant Doue hep hanteradur ar velein hag al leaned. N'eus manac'hiezh ebet en ilizoù protestant.

===[[Reolenn sant Benead]]===

[[Benead Norcia|Sant Benead a Nursia]] ([[480]]-[[547]]) en deus savet ur manati e [[Subiaco]] hag, da-c'houde e [[Monte-Cassino]] (150 km eus Roma). Savet en deus ur reolenn vuhez evit ar venec'h hag a zo bet ar [[pimpatrom]] evit an holl [[urzh menec'h|urzhioù menec'h]] e Kornôg Europa. ""Ora et labora" (Ped ha labour) a zo bet e [[ger-ardamez]]. Chomet eo hini ar [[urzh sant Benead|venec'h beneadiz]].

[[Skeudenn:Tapisserie moines mannequins.jpg|thumb|Menec'h er Grennamzer]]

Hervez ar reolenn e vez aozet buhez ar manati hervez [[pennaenn]]où speredel ar gumuniezh (degemer ar baourien, karantez breurel, amzerioù ar bedenn-stroll), met e teskriv an aozadur pleustrek ivez ar reolenn (eurioù an devezh, kefridioù ar venec'h, stummadur an novised).

=== An tiegezhioù menec'h ===

El leandioù e kaver un aozadur diwar patrom [[Lez an Neñvoù]] gant un den, un abad(ez) pe ur priol(ez) en e benn hag tud war derezioù resis ha n'eo ket aotreet da nep estreget ar venec'h pe al leanezed mont e-barzh klozadur ar venec'h a ya a-dreuz an iliz pa vez ar venec'h er [[chantele]] dispartiet gant ur gloued diwar an dud voutin bodet en [[nev]]. :

Dindan atebegezh an [[abad]] pe hini ar [[priol]] emañ
* Ar venec'h o deus roet o gouestloù paourentez, diorged ha sentidigezh hag a zo staget da vat d'al leandi. Diforc'hioù bras e-keñver o niver e c'heller bezañ etre ar manatioù (eus 4 da 300).
* An novised a vez stummet evit mont da vanac'h ;
* Ar [[mevel|vevelien]] : ar re-mañ a zo tud lik ha n'int ket leaned, met servijerien al leandi int. Lojeiz o deus er savadurioù pe er-maezh gant o familh.
[[Skeudenn:Courceleste.jpg|Lez an Neñvoù]]

=== Kumuniezh ar venec'h ===

==== Al lenneien (pe ''literati'') ====
Ar venec'h lenneg a oar lenn ha skrivañ hag o deus bet stummet e [[latin]] war ar c'helennoù klasel : yezhadur latin, [[helavarded]], [[daelerezh]] ken e c'hellont komz ha skrivañ latin.
Ar strollad-mañ a ren gouarnamant ar gumuniezh pa vezont bodet er [[chabistr]] evit reiñ titouroù ha kuzuliañ an den hag a zo en o fenn (an abad pe ar priol).

Kargoù pennañ a zo dezho (labourat, merañ, evezhiañ, parañ, stummañ, aozañ, lidañ an [[ofis]]où). An darnvuiañ anezho a zo bet desavet ha stummet a kloastr al leandi e-lec'h ma 'z int deuet pa oant bugale. E o zouez ez eus mibien ha merc'hed an [[noblañs]] o deus bet resevet an [[deskadurezh]] relijiel ha lennegel en o familh.<br\>
Kinniget eo bet ar vugale-se d'al leandi gant o c'herent pa 'z eus bet lidet an obladur (hag [[obladed]] e vez graet eus outo). War-dro 15 bloaz e roont o c'houestloù.

=== Ar venec'h dizesk ===
Ar vreudeur lik n'int ket evit bezañ engouestlet pa 'z int deuet e-barzh al leandi pa oant oadourien dija ha darn anezho a zo ken dizesk ha n'int ket da vezañ stummet. Fiziet eo dezho ar c'hargoù pleustrek.

===Kargoù ar venec'h===
Bez ez eus ofiserien bennañ a zo en o c'harg aozañ ha lakaat ar gumuniezh da vont mat en-dro :
*an [[abad]]
*ar [[priol]]
*ar c'hiniad (pe ar c'haner-iliz)
*an arboeller
*ar sakrist
*an herberc'hour
*ar c'hambrelan
*ar predvaour
*ar c'hlañvdiour
Ar re-se o deus diskargoù pe dreist-wirioù evit bezañ gouest seveniñ o c'hargoù. Ne c'hell ar venec'h all, "menec'h ar c'hloastr", nemet ren o buhez hervez an eurioù diwar ar reolennoù boutin.
E penn familh ar venec'h emañ an abad (eus an [[arameeg]] abba=tad). Dilennet eo gant ar venec'h lenneg evel atebeg war an amzerell ([[latin]] ''temporalis'') gant galloudoù an aotroù [[gladddalc'helezh|gladdalc'hel]] koulz ha war an traoù speredel. Envel a ra an ofisourien ha ret eo kaout e asant pa vez kaoz eus sevel pe kemm ar c'hustumoù bihan ha bras. Ober a ra disentezioù ma vo herberc'het ar gantreerien evit un amzer berr ha ma vo sikouret ar re baour.

===Ar savadurioù menec'h===
Savet e vez ar savadurioù hervez tresoù resis evit ma vo lec'hioù ar bedenn hag ar vuhez menec'h e-kreiz al leandi. Savet e vez da gentañ an iliz ha staget dezhi ar [[kloastr|c'hloastr]], ar salioù boutin (sal ar chabistr, ar [[predva]], ar sal tomm) ha kelligoù ar venerc'h.
Pelloc'h e kaver ar c'heginoù ha ar savadurioù labour (skriptoriom). Pelloc'h ez eus, er-maezh eus klozadur ar venec'h, savadurioù an atant ha [[sanailh]]où evit an eostoù. Ur voger-kloz a ya e tro al leandi a-bezh hag emañ ur manac'h o wareziñ an nor bennañ. Ur gwazh-dour a dreuz ar savadurioù en kaniennoù mein evit kas dour d'al [[lavabo]], d'ar c'heginoù ha dindan ar prevezioù.

[[Rummad:Manac'hiezh]]
[[rummad:Abatioù]]

[[bg:Монах]]
[[cs:Mnich]]
[[cy:Mynach]]
[[da:Munk]]
[[de:Mönchtum]]
[[el:Μοναχός]]
[[en:Monk]]
[[eo:Monaĥo]]
[[es:Monacato]]
[[et:Munk]]
[[eu:Fraide]]
[[fi:Munkki (uskonto)]]
[[fr:Monachisme]]
[[fy:Muonts]]
[[gl:Monxe]]
[[hr:Redovnik]]
[[id:Biarawan]]
[[is:Munkur]]
[[ja:修道士]]
[[ko:수사 (기독교)]]
[[la:Monachus]]
[[ms:Rahib]]
[[nl:Monnik]]
[[no:Munk]]
[[nrm:Mouène]]
[[pl:Zakon mniszy]]
[[pt:Monge]]
[[ru:Монах]]
[[simple:Monk]]
[[sk:Mních (životný štýl)]]
[[sl:Menih]]
[[sv:Munk]]
[[tr:Keşiş]]
[[zh:修士]]

''*Gwelout [[manac'hegezh]].''

[[Rummad:relijion]]
[[Rummad:Abatioù]]

[[en:monk]]