Manac'h : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kaset an danvez tennet d'ar pennad "manac'h"
Linenn 20:
==Manac'hiezh kristen ar C'hornôg==
[[Skeudenn:Kovelklein.JPG|thumb|right|100px|Manac'h katolik]]
E [[361]] eo bet diazezet ar c'hentañ manati a zo bet e [[Kornôg]] [[Europa]] gant [[santMartinus]] (pe ''Sant Marzhin [[Teurgn]]'') war un dachenn roet gant [[sant Hiler]], [[eskob]] Poitiers. En abati [[Ligugé (Vienne)]] ne oa nemet lochennoù graet gant brankoù evit reiñ goudor d'ar venec'h, met e c'houlenne sant Marzhin ma kemeront prantadoù evit al labour e-kreiz amzerioù evit ar bedenn.<br/>
Rak e deus kroget ar manac'hiezh gant ar vuhez-arvestal a-raok ma teuio an diforc'h etre an [[urzhioù leaned]] oberiant hag an urzhioù-arvestal.<br/>
Koulskoude, n'eo ket ket Egipt kavell nemetañ ar manac'hiezh p'eo bet ganet ar vanac'hiezh kristen e pep lec'h e derou ar relijion ofisiel nevez. E broioù ken pell hag [[Iwerzhon]] eo bet staliet manatioù e lec'hioù digenvez evel [[inizi Skellig]] e kreiz an [[donvor]] (a-raok ar {{VIvet kantved}}). Kustumoù dibar a zo bet d'ar venec'h gelt evel un tres ispisial evit troc'hañ ar blev, dougen dilhad gwenn ha vouetañ un [[tantad]] diehan. Setu perak e komzer eus ar [[manac'hiezh keltiek|vanac'hiezh keltiek]].