Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎Bengalour/Bangalore: c'hoazh hag adarre...
Linenn 69:
On December 12, 2005 Karnataka Chief minister announced that Bangalore would follow the name change trend like Bombay (now Mumbai), Calcutta (now Kolkatta), Madras (now Chennai). The name change will take effect from November 2006, on Kannada Rajyothsava day. [http://www.ipetitions.com/petition/Bangalore/]
--[[Implijer:Neal|Neal]] 6 Ebr 2006 da 07:54 (UTC)
----
Neal, diaes eo din kompren...
 
1. Ar pezh a zo sur eo out aet da adlakaat ar stumm Bengalour e pep lec'h er pennad, a-raok kaout an eskemm-se, daoust ma lenner war dalbenn ar pennad : "''Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali er bajenn gaozeadenn''". Dav e vo adsevel an ereoù hag adkargañ ar skeudennoù dre da faot ivez… Hag e kredez kozeal din deus vandalerezh !!! Ne gavan ket yac'h seurt doareoù avat ha n'eo ket dav mont da ijinañ ur patrom nevez ha pegañ anezhañ ouzh kement pennad e-lec'h ma ez da lakaat jeu. Ne welan ket perak em befe da zoutañ outo ivez, pa ne vez ket graet gant lod !!! Met diwar seurt temz-spered ha c'hoarioù, ne ziwano netra...
 
2. Kavout a ra din eo ledan awalc'h tachenn an holloueziadur-mañ evit ma kavfe pep hini e liorzhig da labourat (hep na zeufe ur c'honifl bennaket da zebriñ ar saladennoù a zo bet plantet an deiz a-raok). Ha ma'z eus tra pa dra da welaat er pennad-mañ-pennad, evit mad an holl, tu zo kozeal diwarno etrezomp, ya laouen, ul lec'h a zo aze evit-se. N'eo ket dav mont e breskenn evit-se ha lakaat ar re all da goll o amzer.
 
4. Evit pezh a sell ouzh an danvez bremañ, ne gomprenan ket ken. N'em eus skrivet neblec'h e vefe da sentiñ ouzh ABU, na d'e stummoù ofisiel, nag e vefe deus rolloù bet embannet gant an aozadur-se, nag a vefe da vont d'o heul, pa gomzan dit eus stummoù etrebroadel, ar pezh a zo disheñvel evidon. Setu perak ne gomprenan ket diwar betra e skrivez e vefe evidon ''ur stumm ofisiel nemetañ bet degemeret evel-hen gant ABU hag eo hennezh e rankfemp doujañ outañ''. Ne welan ket war betra eo diazezet an gaou-se !?!
 
2. N'out ket a-du pa lâran ac'h eus kasoni ouzh ABU. Ingal eo din ar pezh a soñjez dwb an aozadur-se, dit-te eo da welet, da afer eo. Koulskoude, n'eus ket pell zo e oa bet skrivet ganit an dra-mañ : ''Ar fed m'eo bet degemeret gant ABU ne dalv nemet emañ ABU dindan krabannoù an impalaeriezh europek hag a laka pep tra da vezañ dielfennet hervez boazioù "kreiz ar bed"''. Kerzh da gompren un dra bennaket met ne gavan ket an displegadenn-se gwall dener.
 
3. Gwir eo padal, ne gaver ket en holl Wikioù all ar stumm Bangalore, anzav a ran, met gant ar braz anezho memestra, pell alese. Ha pa ne vez ket graet gant ar stumm-se eo gant ar stumm a deuio da vezañ ofisiel, sañset, e miz Here 2006, diwar ar stumm kannadek, yezh ar Stad m'eo Bangalore e gêrbenn. Ne vez ket graet gant stumm ijinet ebet diantav !
 
4. N'eo ket dav dit arguzenniñ kennebeut o tisplegañ e vo deus ar c'hemm en anv-se e fin ar bloaz, evel ma ne ouifen ket, gant liammoù o kas er maez eus ar Wiki, pa z'eo bet meneget er pennad end eeun : E'' 2005 eo bet divizet gant gouarnamant Stad Karnataka reizhañ anv e gêrbenn oc'h ober gant ar stumm kannadek, Bengalūru end-eeun. Sañset e teuio ar c'hemm da vezañ ofisiel azalek ar 1añ a viz Du 2006.''
 
5. ''ret e evo e gemmañ dindan berr amzer'', a skrivez evel pa vefe ur gudenn cheñch an anv. Mat-kaer ! Kemmet e vo ha mat pell zo. Met, o vezañ ma n'omp ket e miz Here c'hoazh, dre ma n'on ket divinour kennebeut hag e c'hallfe nompaz c'hoarvezout e kav din eo reizh ober gant ar stumm Bangalore da c'hortoz ivez.
 
6. Er Wikioù-all e vezer gant ar stumm Bangalore pe gant ar stumm a vo ofisiel a-benn 6 miz : perak eta mont da ouzhpennañ un trede stumm, ur stumm brezhonekaet ? Ma n'eo ket lakaat an traoù da vezañ luzietoc'h-luzietañ an dra-se, n'ouzon ket petra eo ? ''Ret e vefe skrivañ "bangalor" e brezhoneg'' a embannez. Mat-kaer ! Ha padal e kinnigez ivez mont pelloc'h oc'h ober gant Bengalour. Poan em eus da heuliañ… Ha perak em em harpañ war an distagadur hepken evit brezhonekaat an anv ? Ha n'eo ket ober gant doareoù "trevadennadel" a zisplij dit a hend-all ? Diaes eo din kompren…
 
E berr gomzoù : kinnig a ran, a-benn neuze, ober gant ar stumm '''Bangalore''' betek ar 1añ a viz Here 2006, deiziad ma vo graet gant ar stumm '''Bangalūru''', deuet ofisiel. Ha laosket e vo an talbenn "'''Tabut diwar-benn un anv-lec'h arallvro'''" betek-henn, ha kement ha ma kari.
[[Implijer:Matilin|Matilin]] 8 Ebr 2006 da 13:53 (UTC)
 
== Kartenn Vangalore ==