Riwanon Kervella : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 7:
Studiet he deus [[saozneg]] ha [[brezhoneg]] e [[Roazhon]] ha bet eo e [[Bro-Gembre]] e-pad ur bloaz e-lec'h m'he doa labouret. Bet he deus ivez ur vestroniezh war ar brezhoneg. Kelennet he deus brezhoneg e skol-veur [[Galway]] en [[Iwerzhon]] e-pad ur bloaz.
 
Abaoe 1977 e ra war-dro [[Skol Ober]], koshañ skol dre lizher e Breizh evit deskiñ brezhoneg. Hirie ez eus 400 den a lak o anv bep bloaz e Skol Ober ha 42 kelenner a youl vat a vez o sikour anezho da zeskiñ pe da beurzeskiñ yezh ar vro.
 
Krouet he deus un ti-embann gant ur mignon, anvet [[Maoris Joubin]] ; embannadurioù [[An Alarc’h]] setu pemp bloaz 'zo bremañ hag embannet o deus 17 levr abaoe.
 
Labourat a ra memestra gant meur a di-embann brezhonek dre he labour evit [[Kuzul ar Brezhoneg]], ’’un digarez da gejañ gant tud a bep seurt’’, danvez skrivagnerien en o zouez hag all…
 
===He soñjoù===