Jan Steen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 11:
Steen a oa ul livour speredek-tre ha leun a fent. Spizh ha lemm eo e daolennoù. Livañ a reas taolennoù diazezet war ar Bibil didan stumm taolennoù ar vuhez pemdez, hag e savboent flemmus a lakaas enno.
Brudet eo ivez evit e varregezh da daolenniñ ar gouloù hag e dech da livañ munudoù, kemend-se a weler dreist-holl war an dilhad a livas. En ul lodenn eus e daolennoù e weler ivez e varregezh da implijout livioù kenglotus hag e vestroni beurvat eus teknik an [[amsked]].
Desket-tre e oa Steen, ha labourat a reas kalz a-benn lakaat fent en e daolennoù diwar-benn buhez tud vunut an [[Izelvroioù]], poltredoù familh, taolennoù fentus o tiskouez buhez ar vugale, gweledvaoù ha poltredoù. Livañ a reas ivez tavarnioù buhezek, troioù-lavar ha skeudennadurioù. Ouzhpenn 800 taolenn a livas, n'eus nemet 350 anezho a zo bet dalc'het pe a zo anavezet. Ul lodenn eus e oberenn a c'haller gwelout e [[Rijksmuseum]] ([[Amsterdam]]), da skouer ''Gouel Sant Nikolaz'', ''Ar vaouez klañv hagGweladenn ar mezegmedisin'', ''Kaoued ar perokeded'', ''Ar skol-dañs'', hag un daolenn a ziskouez an dro-lavar « Evel ma kan ar re gozh e c'hwiban ar re yaouank  ». Taolennoù all savet gantañ a zo brudet ivez, evel : ''Ar gouezvildi hag an oad'', ''Sinañ ar gevrat eured'', ''Gouel ar Rouaned'', ''An Emgann tro-dro d'ar C'hoari'', ha ''Liorzh an davarn''.
 
== Liamm diavaez ==