Semele : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 11:
== Mojenn ==
 
Semele a oa belegez, oc'h ober war-dro aoter Zeus. Un deiz e oa an doue meur o nijal, hahag eñ gwisket tres un erer gantañ, da evezhiañ ouzh lidoù graet dezhañ pa he gwelas o lazhañ un [[tarv]] war e [[aoter]], ha goude se o neuial er [[stêr]] da walc'hiñ ar [[gwad]] diwarni. Ha Zeus pitilh ganti, da vont d'he gwelet e kuzh.
 
[[Gwarizi]] a vage an doueez [[Hera]], gwreg [[Zeus]], ouzh Semele a blije kement da vestr an doueed, hag a oa dougerez diwarnañ. Gwiskañ a reas tres [[Beroe]], a oa magerez Semele, hag ar [[plac'h]] da anzav e kouske gant Zeus. Eben a lakaas Semele da ziskrediñ hag ec'h alias anezhi da c'houlenn digant Zeus dispakañ e c'hallourhalloud diraki. An doue meur ne gredas ket nac'h outi peogwir en devoa prometet reiñ dezhi kement tra a c'houlennje digantañ.
 
Neuze en em ziskouezas dezhi gant e dan-taran hag e [[luc'hed]]. War an taol e voe pulluc'het ar paourkaezh plac'h, pezh a oa gortozet gant Hera. A-boan e tennas diganti, eus hec'h askre, o mab [[Dionisos], a voe lakaet gantañ en e vorzhed da c'hortoz ur mizioù bennak ken na vije deuet ar c'houlz d'e c'henel.
 
Diwezhatoc'h, e teuas Dionisos da [[Lerna]], ambrouget gant [[Prosymnos]], da glask an hent war-du an [[Ifernioù]] . Tennañ a reas e vamm eus rouantelezh arSkeudoùar Skeudoù hag en he c'hasas d'an [[Olimp]], ma teuas da vout un doueez anvet '''[[Tione]]'''.
 
==Orin==