Semele : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15:
[[Gwarizi]] a vage an doueez [[Hera]], gwreg [[Zeus]], ouzh Semele a blije kement da vestr an doueed, hag a oa dougerez diwarnañ. Gwiskañ a reas tres [[Beroe]], a oa magerez Semele, hag ar [[plac'h]] da anzav e kouske gant Zeus. Eben a lakaas Semele da ziskrediñ hag ec'h alias anezhi da c'houlenn digant Zeus dispakañ e c'halloud diraki. An doue meur ne gredas ket nac'h outi peogwir en devoa prometet reiñ dezhi kement tra a c'houlennje digantañ.
 
Neuze en em ziskouezas dezhi gant e dan-taran hag e [[luc'hed]]. War an taol e voe pulluc'het ar paourkaezh plac'h, pezh a oa gortozet gant Hera. A-boan e tennas diganti, eus hec'h askre, o mab [[Dionisos]], a voe lakaet gantañ en e vorzhed da c'hortoz ur mizioù bennak ken na vije deuet ar c'houlz d'e c'henel.
 
Diwezhatoc'h, e teuas Dionisos da [[Lerna]], ambrouget gant [[Prosymnos]], da glask an hent war-du an [[Ifernioù]]. Tennañ a reas e vamm eus rouantelezh ar Skeudoù hag en he c'hasas d'an [[Olimp]], ma teuas da vout un doueez anvet '''[[Tione]]'''.