Stlennyezhouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
* '''An droidigezh emgefre ''': e-pad pell eo bet isistimet ar gudenn-se hag evit gwir eo unan eus ar c'hudennoù kizidikañ da renkañ evit un urzhiataer. D'ar prantadoù geriaoueg hag ereadurezh e vez ouzhpennet un dielfennadur [[steroniezh]] hag unan pragmateg a-benn termeniñ ster ur gêr en e gendestenn. Gallout a ra ar gendestenn talvezout evit an holl destenn troet.
 
* '''Dielfennadur rekedoù gant ur yezh wir''': e-pad ur prantad eo bet gwelet ar mennozh-se evel un diskoulm eus ar gwellañ evit renkañ kudennoù kehentiñ etre an den hag ar mekanik. Evit gwir, petra gwelloc'h evit gallout goulenn traoù war-eeun gant un urziataer dre e yezh naturel ? Mouget eo bet an teknik-se gant pa oa erru al [[Logodenn_(stlenneg)|logodenn]], an etrefas grafek ha metaforenn ar burev. Implijet e vez c'hoazh evel parzh ret evit digejañ ar vouezh pe ar skritur.
 
[[Rummad:Yezhoniezh]]