Diforc'hioù etre adstummoù "Frañsez III (dug Breizh)"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
[[Skeudenn:Francis Dauphin Bretagne.jpg|thumb|right|Frañsez III, daofin Bro-C'hall ha dug Breizh]]
[[Image:Blason_dauphine_fr_Bretagne.svg|thumb|200 px|right|Ardamezioù Frañsez III, dug Breizh]]
'''Frañsez Bro-C'hall''', ganet e [[1517]] e kastell [[Amboise]] ha marvet e [[Lyon]] e [[1536]], a oa [[mab]] henañ [[Frañsez Iañ a Vro-C'hall|Frañsez Kentañ]], roue [[Bro-C'hall]], ha [[Klaoda Bro-C'hall]], merc'h da [[Anna Breizh]] ha [[roll Rouaned ha Duged Breizh|dugez Breizh]]. [[Daofin]] Bro-C'hall e oa eta, ha [[dug Breizh]] dindan an anv a [[Frañsez III]].
 
[[Daofin]] Bro-C'hall a voe anvet hêr ar roue gall e [[1518]]. Dugelezh Breizh a zegouezhas dezhañ pa varvas e vamm e [[1524]].
E [[1525]] e voe kollet [[emgann Pavia]] gant e dad, a gouezhas etre krabanoù e enebour bras [[CharlezKarl V, impalaer Aostriasantel|Charlez Karl V]], impalaer Aostria ha roue [[Spagn|Bro-Spagn]]. Evit bezañ dieubet e rankas ar roue gall fiziout e zaou vab Frañsez ha Herri en e enebour. Pevar bloaz e chomas an daou vreur e [[Spagn]], eus 1526 da 1530.
 
E [[1532]] e voe kurunennet Frañsez evel dug Breizh e [[Roazhon]] gant an [[eskob]] [[Eozen Maeeuc]], nemet ne renas ket abalamour ma oa dalc'het an dugelezh gant e dad.
 
 
185 214

modifications