Frañsez III (dug Breizh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
[[Image:Blason_dauphine_fr_Bretagne.svg|thumb|200 px|right|Ardamezioù Frañsez III, dug Breizh]]
[[Skeudenn:Franciszek III Bretoński.JPG| thumb|right|200px|Herri, daofin Bro-C'hall ha dug Breizh war-lerc'h marv e vreur Frañsez, livet gant [[Corneille de Lyon. ]]]]
'''Frañsez Bro-C'hall''', ganet e [[1517]] e kastell [[Amboise]] ha marvet e [[Lyon]] e [[1536]], a oa [[mab]] henañ [[Frañsez Iañ a Vro-C'hall|Frañsez Kentañ]], roue [[Bro-C'hall]], ha [[Klaoda Bro-C'hall]], [[merc'h]] henañ da [[Anna Breizh]] ha [[roll Rouaned ha Duged Breizh|dugez Breizh]] a-berzh he mamm. [[Daofin]] Bro-C'hall e oa eta, ha [[dug Breizh]] dindan an anv a [[Frañsez III]].
 
[[Daofin]] Bro-C'hall a voe anvet hêr ar roue gall e [[1518]]. Dugelezh Breizh a zegouezhas dezhañ pa varvas e vamm e [[1524]].
 
==Spagn==
E [[1525]] e voe kollet [[emgann Pavia]] gant e dad, a gouezhas etre krabanoù e enebour bras [[Karl V, impalaer santel| Karl V]], impalaer Aostria ha roue [[Spagn]]. Evit bezañ dieubet e rankas ar roue gall fiziout e zaou vab Frañsez ha Herri en e enebour. Pevar bloaz e chomas an daou vreur prizoniet e [[Spagn]] e-lec'h o zad, eus 1526 da 1530. Eus eno, a lavarer, e teuas gantañ ar c'hiz da wiskañ dilhad du.
 
==Dug Breizh==
Linenn 17:
 
 
E vreur [[Herri II a Vro-C'hall|Herri]] eo a voe roue Bro-C'hall ha dug Breizh war e lerc'h. Hervez an istorourien e voe ur c'holl bras, dre ma hañvale bezañ ampartoc'h eget e vreur d'ober ar vicher.