Maodez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Maodez''' zo anv ur [[manac'h]] deuet da Vreizh er {{Vvet kantved}} eus [[Iwerzhon]], war a lavarer. ''Sant Maodez'' pe ''Sant Vaodez'' a vez graet anezhañ peurliesañ.
Un [[anv-badez]] [[brezhonek]] eo ivez.
 
 
==E anv==
Abalamour d'e anv eo e kreder ne oa ket brezhon a orin.
Meur a zoare zo da skrivañ e anv:
*''Maudet'' (e [[galleg]] [[Breizh-Uhel]]),
*''Maodez'' pe ''Modez'' e [[brezhoneg]]),
*''Mawes'' e [[saozneg]].
 
==E istor==
 
Ganet e vije bet ar [[sant]] en [[Iwerzhon]] ha [[mab]] d'ur [[roue]] bihan e vije bet. Lakaet e voe war ar studi en ur [[manati]] hag eñ yaouank-flamm c'hoazh. Goude ur vosenn vras e varvas holl e gerent hag e teuas tud da c'houlenn digantañ mont da roue.
Goulenn a reas un nozvezh evit en em soñjal. Pediñ start a reas dre aon rak en em goll er bed ha da vintin e oa erru ken gwenn ha ken lous e groc'hen ma kredas d'an dud e oa aet lor. Hag int kuit. Met antronoz e oa deuet Maodez e-barzh hag e tec'has en ur vag vihan betek [[Breizh]].
 
En hanternoz [[Breizh]], en arvor [[Treger]], e annezas.