Tangi (sant) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Tangi adkaset da Tangi (sant)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
Emgav diwezhañ Paol ha Tanguy a c’hoarvezas en ur c’hoad e-kichen an [[An Dreneg|Dreneg]] ha kemennet e voe dezho e oant o vont da vervel. Pa varvas Paol en e vanati en Enez Vaz e tremenas Tangi e manati ar Releg, e miz Meurzh [[594]]. Kaset e voe e gorf da Lokmazhe hag eno e voe beziet.
 
==An anv==
Stank a-walc’h eo bet roet an [[anv-badez]] Tangi a-hed an amzer. Aotrouien Tremazan zo bet meur a Dangi en o zouez, ha marteze an hini a savas ar voudenn anvet [[Tour Tangi]] e [[Brest]].
 
Anavezet eo ivez :
*ar skrivagner brezhonek [[Tangi Malmanche]] (1875-1953), a oa lorc’h ennañ gant e anv. <ref>''"Je ne dis pas que, parce que je m'appelle Tanguy, j'ai composé des drames bretons; je dis seulement que je n'aurais peut-être pas eu le courage de les écrire si je m'étais appelé Célestin"''.</ref>
*''Tanguy Peyretout'', brezhoneger yaouank eus Gwezin (Bro-Roazhon) ha kelenner skol-noz, en em lazhet abalamour d'an enebiezh ouzh ar brezhoneg en e diegezh.
 
Un anv-tiegezh eo ivez, skrivet ''Tanguy'' hervez doareoù-skrivañ ar galleg. Anaout a reer dreist-holl :
*al livour [[Yves Tanguy]],
*ar politikour [[François Tanguy-Prigent]],
*ar barzh [[Bernez Tangi]].
 
== Notennoù ==
<references/>
 
==Liammoù diavaez==