's-Hertogenbosch : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : ''''s-Hertogenbosch''' (distgaet [sɛɾtoɣən'bɔs] e nederlandeg) (troet e galleg ''Bois-le-Duc'', en alamaneg ''Herzogenbusch'', e spagnoleg ''Bolduque'' ; anav…
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 14 Meu 2009 da 21:56

's-Hertogenbosch (distgaet [sɛɾtoɣən'bɔs] e nederlandeg) (troet e galleg Bois-le-Duc, en alamaneg Herzogenbusch, e spagnoleg Bolduque ; anavezet ivez e nederlandeg bemdez evel Den Bosch) zo ur gêr eus kreisteiz an Izelvroioù, zo kêr-benn proviñs Noord-Brabant. E miz Genver 2005 e oa 134 009 a dud o chom enni.

Moger gozh kêr

Dont a ra anv ofisiel ar gêr diwar "des hertogen bosch" - "koad an dug"). Familh Herri I, Dug Brabant, he doa douaroù bras e-kichen, e Orthen, abaoe meur a gantved. Sevel a reas ur gêr nevez war tevennoù dindan wez e-kreiz geunioù. Reiñ a reas dezhi an titl a geoded er bloavezh 1185, gant gwirioù d'ober kenwerzh, a-benn gwareziñ e interestoù lakaet en arvar gant Gelderland ha Holland. Mogerioù-difenn a voe savet tro-dro dezhi d'he gwareziñ diouzh an argadennoù. E 1203 e voe distrujet gant nerzhioù Gelderland ha Holland unanet, met adsavet e voe goude. War-dro 1475 e voe savet ur voger ledanoc'h da wareziñ ur gêr a oa deuet da vezañ brasoc'h. Hiziv e weler c'hoazh aspadennoù eus ar mogerioù kozh-se.

Ur gêr binvidik e oa betek 1520, hag an eil kêr vrasañ en Izelvroioù war-lerc'h Utrecht. Eno e voe ganet ul livour brudet, Hieronymus van Aken, anavezet dindan an anv Hieronymus Bosch (1450–1516).

Liammoù diavaez


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.