Tangi (sant) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
==Ar vojenn==
Kontet eo bet buhez Tangi gant [[Albert Le Grand]]. <br />
Ur wech e oa un [[aotrou]] o chom e kastell [[Tremazan]], e-kichen [[Porsal]], e Goueled Leon. Marvet e oa e wreg digantañ, o lezel daou vugel, ur [[mab]] anvet Gurgi pe Gourgi, hag ur verc’h anvet [[Eodez]]. Pa oa krennard Gurgi e oa aet da vale bro, betek [[lez]] ar [[roue]], ha pa oa deuet en-dro da di e dad hag e [[lezvamm]] e klevas gant hounnezh e veze renet ur vuhez diroll gant e [[c’hoar]]. Gant ar gounnar e redas Gurgi war-lerc’h Eodez hag e troc’has he fenn outi. Pa gomprenas ar pezh en doa graet ha pa welas e c’hoar o tont en-dro d’ar gêr gant he fenn dindan he c’hazel, e c’houlennas pardon digant e dad. Eodez a bardonas dezhañ ha mervel a reas-hi e miz Du [[545]].
 
Gurgi a fellas dezhañ ober pinijenn. Mont a reas da gavout [[Paol Aorelian]], a oa [[eskob]] [[Bro-Leon]], da gofesaat ha goulenn ober pinijenn. Kaset e voe da yuniñ e-pad 40 devezh en ur c’hoad e-kichen [[Landerne]]. Distreiñ a reas da gavout an eskob Paol ha neuze e voe anvet '''Tangi''' gant hemañ, da lavaret eo ''ki tan''. En em dennañ a reas Tangi en ur [[manati]] war [[Enez-Vaz|Enez Vaz]]. Un nebeud bloavezhioù goude e voe savet gantañ, ha gant daouzek manac’h all, ur manati er [[Abati ar Releg|Releg]], er menezioù.
 
Pa glevas e oa e dad war e dalaroù ez eas Tangi da gastell [[Tremazan]]. Eno e voe roet douaroù dezhañ gant e dad e-kichen [[Beg Lokmazhe|Beg Penn ar Bed]], evitañdezhañ da sevel ur manati. Gant asant Paol e voe savet eno neuze ur manati, a voe anvet diwezhatoc’h [[abati Lokmazhe|Abati Lokmazhe Penn ar Bed]].
 
Emgav diwezhañ Paol ha Tanguy a c’hoarvezas en ur c’hoad e-kichen an [[An Dreneg|Dreneg]] ha kemennet e voe dezho e oant o vont da vervel. Pa varvas Paol en e vanati en Enez Vaz e tremenas Tangi e manati ar Releg, e miz Meurzh [[594]]. Kaset e voe e gorf da Lokmazhe hag eno e voe beziet.
 
Emgav diwezhañ Paol ha Tanguy a c’hoarvezas en ur c’hoad e-kichen an [[An Dreneg|Dreneg]] ha kemennet e voe dezho e oant o vont da vervel. Pa varvas Paol en e vanati en Enez Vaz e tremenas Tangi e manati ar Releg, e miz Meurzh [[594]]. Kaset e voe e gorf da Lokmazhe hag eno e voe beziet.
 
==Liammoù diavaez==