Meud : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : Ar '''meud''', pe '''biz-meud''', eo ar biz berrañ ha tevañ. N'eus nemet daou oeñs dezhañ. ==Troad== ''Meud-troad'' a vez laret eus biz tevañ an troad. ==Troio…
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 15 Meu 2009 da 22:14

Ar meud, pe biz-meud, eo ar biz berrañ ha tevañ. N'eus nemet daou oeñs dezhañ.

Troad

Meud-troad a vez laret eus biz tevañ an troad.


Troioù-lavar

  • C'hoari biz-meud a vez lavaret eus sevel ar biz-meud d'ober sin d'ar vleinerien da chom a sav evit kaout sav diganto.
  • Debriñ un dra bennak dindan e veud a zo debriñ un dra bennak war un tamm bara, dalc'het gant ar meud, da lavarout eo debriñ buan, hep koazezañ, hep oberur gwir bred ouzh taol.
  • Kouezhañ e veud en e zorn a zo bezañ disouezhet pe dipitet.

Anvioù deveret

  • Ur meudad eo pezh a gemerer gant ur meud.
  • Ur meudad zo ivez poan er meud.
  • Meudig, ur gontadenn-bobl, adskrivet gant Charles Perrault.
  • Un den meudek a zo amparfal, diampart.
  • Meudata un danvez a vez graet da c'houzout pegen talvoudus eo .