Frañsez II (Breizh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Ganet e oa bet e [[Klison]] d'an 23 a viz Mezheven [[1433]] (pe 1435?) ha marvet e [[Koeron]] d'an 9 a viz Gwengolo [[1488]].
Anvet e oa bet da zug war-lerc'h marv [[Arzhur III (dug Breizh)|Arzhur III]] e [[1458]].
Mab e oa da Richard, kont [[Etampes]], ha mab-bihan da [[Yann V (dug Breizh)|Yann V, dug Breizh]].
 
Dimezet e voe gant e geniterv [[Marc'harid a Vreizh]] da gentañ.
Bevañ a rae ganti hag e bried kleiz [[Antoinette de la Maignelais]] hag o bugale e kastell Naoned, lakaet sevel gantañ.
Neuze e timezas gant [[Marc'harid a Foix]], priñsez a Navarra, ha ganti en doe div verc'h, [[Anna]] hag [[Isabeau]] a varvas yaouankik.<br><br><br>
 
 
Linenn 25:
 
Rankout a reas stourm ouzh ar roue gall [[Loeiz XI a Vro-C'hall|Loeiz XI]] da gentañ, hag ouzh e verc'h goude-se.
Pa oa minor [[Charlez VIII a Vro-C'hall|Charlez VIII]] , da lavarout eo re yaouank da ren e-unan, e reas emglev gant [[Loeiz XII (Bro-C'hall)|dug Orleañs]] ha kont Angoulême evit en em sevel a-enep al lezrouanez Anne de Beaujeu.
 
 
Ne c'hellas ket mirout ouzh ar roue [[Charlez VIII a Vro-C'hall|Charlez VIII]] a vezañ trec'h war e lu en [[emgann Sant Albin an Hiliber]] e 1488. Miz war-lerc'h e kouezhas an dug diwar e varc'h e-pad ur valeadenn hag e varvas.
 
Tri bloaz goude e voe rediet e verc'h, an dugez [[Anna Vreizh|Anna]], hahag hi ur [[krennard|grennardez]] 14 vloaz c'hoazh, da zimeziñ gant ar roue gall [[Charlez VIII a Vro-C'hall|Charlez VIII]].