Tahitieg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: sv:Tahitiska
Linenn 5:
 
==Yezh berzet==
D'an 29 a viz Meurzh 2006 e oa bet distroadet gant ar C'huzul-Stad gall reolennoù Bodadenn Polinezia c'hall a lakae ar galleg hag arnan tahitieg war ar memes pazenn, pep hini a c'halle komz ar yezh a gare. Met diviz Kuzul-Stad Paris, diazezet war mellad 2 ar [[Bonreizh|Vonreizh]] c'hall, ne rae den ne raeebet van anezhañ e Bodadenn Polinezia.
 
Kement-se ne oa ket evit plijout da Vodadenn Vroadel Paris, hag ur mellad-lezenn zo bet ouzhpennet da lezenn aozañ an dilennadegoù e Polinezia, kinniget gant ar ministr Estrosi (ministr ar Broioù Gall Tramor), hag er mellad-se eo difennet komz tahitieg e Bodadenn Polinezia, rak n'eus yezh ofisiel nemet ar [[galleg]] er vro.
 
==Gwelet ivez==
* [[Yezhoù malayek-polinezek]]