Amzer-dec'h : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : Er yezhoniezh e vez implijet an termen '''amzer-dec'h''' pe '''amzer hersternek''' (e saozneg: ''hersternal tense'', diwar al latin: ''hestern'', "dec'h") evit komz eus un…
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 29 Meu 2009 da 19:07

Er yezhoniezh e vez implijet an termen amzer-dec'h pe amzer hersternek (e saozneg: hersternal tense, diwar al latin: hestern, "dec'h") evit komz eus un amzer yezhadurel a dalvez da deskrivañ un ober a c'hoarvez pe a vez kaset da benn dec'h en un doare rik pe c'hoazh e-kerzh un deiz dave all en un doare ledanoc'h (da lâret eo en derc'hent).

En amzer-dremenet e vez an amzer-dec'h atav.

Implijet e vez amzerioù-rakdec'h (saoz. post-hestinal) evit komz eus darvoudoù c'hoarvezet a-raok dec'h pe a-raok an derc'hent.

Implijet e vez amzerioù evel-hen er yezhoù bantouek hag e yezhoù all kozmet en Afrika, da skouer e louoeg, merket gant rakger "ny-"[1].

Mammennoù:

  1. Heine, Bernd & Nurse, Derek (2008) A linguistic geography of Africa, Cambridge University Press


Gwelit ivez: