Karl Voal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{istor diechu}}
[[Impalaeriezh ar Garolingidi|Impalaer ar C'hornôg]] e [[875]] ha [[roll an unpennoù gall|roue Bro-C'hall]] (''Francia occidentalis'') e oa '''Karl II''' , pe '''Karl Voal''', ganet e [[823]] e [[Frankfurt am Main]] ha marvet e [[877]] en [[Avrieux]]. Mab e oa d'an impalaer [[Loeiz an Deol]] ha da [[Judit Bavaria]], trede [[pried]] Loeiz. Met tri [[breur]] henañ en doa, bugale [[Irmingard Hespengau]], hag ar re-se ne oant evit gouzañv e vije rannet an impalaeriezh e peder lodenn. A-benn ar fin, goude emgannañ enep dezho a-hed ar bloavezhioù e c'hounezas Karl an uhelgarg e diwezh e vuhez. E Breizh e voe trec'het gant ar Vrezhoned renet gant [[Nevenoe]] e [[845]] ha gant [[Erispoe]] e [[Jengland]].