Io (mitologiezh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: cy:Io (mytholeg)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
Goulenn a reas Zeus ouzh e vab [[Hermes]] mont da lazhañ Argos. Mont a reas ar [[mab]] sentus da gontañ istorioù ken borodus, ouzh son an delenn, ken e vanas kousket ramz e gant lagad. Ha Hermes ha dibennañ ar paourkaezh den. Evit enoriñ he servijer feal, petra a reas Hera, nemet tapout e gant lagad d'o lakaat war lost he labous muiañ karet, ar [[paün]].
 
Evit kas an dorzh d'ar gêr e reas d'ur [[moui|vouienn]] mont da flemmañ Io dizehan. Neuze, gant ar boan hag ar gonnar, e tec'has-hi hag e redas broioù e-leizh. E-pad he zec'hadenn en em gavas gant [[Prometeüs]] a oa chadennet ouzh ar Menez [[Kaokaz]], hag a lavaras dezhi e teuje da vaouez en-dro un deiz bennaket hag e vije gourvamm un haroz meur, [[Herakles]], hag a deuje diwezhatoc'h d'e zichadennañ eus ar menez.
 
Hec'h anv he deus roet da [[Mor Ionia]] ha da strizhdouar ar [[Bosfor]] (''Roudour ar vuoc'h''). A-benn ar fin setu hi degouezhet en Egipt, ha Zeus a droas anezhi e maouez en-dro, hag eno e c'hanas o mab [[Epafos]]. Hi an hini askignasa skignas en he bro nevez kehelerezh Demeter, anvet Isis ganti. Se zo kaoz e vez hevelebekaet ouzh Isis pe Hathor, hag he mab Epafos ouzh Apis.
 
<!--