Maskaradenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
[[Skeudenn:Masquerade Ball.jpg|thumbnail|275px|right|Ur vaskeladenn gwelet gant un arzour.]]
-->
Ar '''vaskaradenn''' (pe ''maskeladenn'') a oa un doare arvest lez a oa en e vleuñv en Europa ar c'hwezekvet hag eus deroù ar seitekvet kantved, daoust dezhañ da vezañ diwanet abretoc'h en [[Italia]]. Kavout a raed enni war un dro musik ha dañs, kan ha c'hoariva, hag ur [[kinkladur leurenn|c'hinkladur leurenn]] danzeet a-ratozh, ma c'halle ar frammoù tisavouriezh hag an dilhad bezañ treset gant un tisavour brudet, evit diskouez ur barabolenn doujus d'ar patrom. Aktourien a vicher ha sonerien a veze gopret evit lodenn ar c'hoari hag ar sonerezh er maskaladennoù. Alies, an dud masklet na gomzent ket ha na ganent ket a oa tud-a-lez : Jakez Iañ, pried [[Anne Danmark]], a zañse alies gant hec'h intronezed masklet etre 1603 ha 1611, ha [[Herri VIII Bro-Saoz |Herri VIII ]] ha [[Charlez Iañ Bro-Saoz|Charlez Iañ ]] a c'hoarias er maskaladennoù en o lez. Hervez hengoun ar maskaladennoù e tañsas [[Loeiz XIV Bro-C'hall|Loeiz XIV]] e [[barrez]]ioù e [[Palez Versailles|Versailhez]] war tonioù savet gant [[Jean-Baptiste Lully|Lully]].