Diforc'hioù etre adstummoù "Ahmet Iañ"

682 okted ouzhpennet ,  12 vloaz zo
 
Cheñch a reas ar boaz a oa betek-hen da lazhañ breudeur ar sultan nevez hag ul lezenn a savas evit ma vefe hiviziken ezel koshañ ar familh a yafe war an tron goude marv ar sultan bet.
 
E 1603 e rene c'hoazh ar brezel etre an impalaeriezh otoman hag [[Aostria]]. Goude un nebeud emgannoù evit kemer pe adkemer kreñvlec'hioù e voe sinet ar peoc'h etre an div impalaeriezh gant [[feur-emglev Zitvatorok]] d'an 11 a viz Du 1606.
 
[[Beylik]] Mibien Ramazan hag a oa dindan dalc'h an Otomaned abaoe 1510 a voe diframmet ent-ofisiel e 1609.
 
E 1612 e voe sinet ar peoc'h gant [[Iran]] gant feur-emglev Nasuh Pacha met torret e voe e 1615 hag ar brezel a renas adarre etre an div vro betek 1618.
 
[[Image:Istanbul.Sultanahmet.BlueMosque.jpg|thumb|Moskeenn Sultanahmet]]
 
Dindan ren Ahmet I e voe savet ar [[moskeenn Sultanahmet|voskeenn Sultanahmet]] pe moskeenn c'hlas.
 
Mervel a reas gant an [[tifuz]] d'an 22 a viz Du 1617.
16 852

modifications