Aneirin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Aneirin''', skrivet '''Aneurin''' a-wechoù e kembraeg, pe '''Neirin mab Dwywei''' (war-dro 525 - 600) a oa ur barzh brezhonek, pe predenek, kontet da vezañ barzh e lez ur priñs en unan eus ar [[rouantelezhioù brezhon]] (ha brezhonek) a oa e kreisteiz Bro ar [[Bikted]], anvet e yezh Kembre ''yr Hen Ogledd'', da lavarout eo an Hanternoz kozh.
 
==Kembread, Skosad, Breizhad==
Linenn 7:
=E varzhoneg veur=
Anavezet eo e labour dre un dornskrid eus an XIII-vet kantved anavezet evel '''Llyfr Aneurin''' (''Levr Aneirin''), a oa bet damnevesaet ar yezh anezhañ e [[krenngembraeg]], nemet e chome ennañ roud eus ur yezh kar un tamm mat koshoc'h.
An oberenn anevezetañ digantañ eo '''[[Y Gododdin]]''', un heuliad kanoù en enor d'ar vrezelourien rouantelezh ar ''Gododdin'' a oa kouezhet o stourm a-enep ar [[Saozon]] en emgann [[Catraeth]] war-dro 603.
Marteze eo eus kêr ''Catterick'' e ''Yorkshire'' (pe kontelezh [[Evrog]]) pe eus ''Dawstane'' e ''Liddlesdale'' ez eus kaoz. N'eo ket aes gouzout da vat petra eo ster resis ar varzhoneg pa vez roet meur a zisplegadenn hervez an arbennigourien.