Charlez VII (Bro-C'hall) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
==Buhez==
E [[1417]] e resevas [[dugelezh]] ar [[Berri]], met e tleas e [[1418]] mont kuit eus Pariz dindan gwask e [[eontr]], [[Yann Dispount]], [[roll duged Bourgogn|dug Bourgogn]], hemañ o klask tapout ar rouantelezh.<br>
Dre [[feur-emglev Troyes]] ([[1420]]) e anavezas ar [[Rouanez]] [[Izabel Bavaria]] m'en doa ar [[roll ar rouaned saoz|roue saoz]] [[Herri V a Vro(Bro-Saoz)|Herri V]]ar beli war ar rouantelezh gall hag e oa dishêret an daofin Charlez (mab chomet nemetañ Izabel ha Charles VI) war zigarez e vije ur [[bastard]] anezhañ.
Nac'hañ a reas Charlez ar feur-emlev hag e stalias e [[lez]] e kêr-benn e dugelezh,[[Bourges]], e kreiz ar rouantelezh, evit ren ar brezel enep ar Saozon. Eno e embannas e [[1418]] bezañ [[lezroue]] pa oa e dad klañv-fall e benn.<br>
E 1419 e asantas kaout un emglev gantt Yann Dispont war ur [[pont]] e [[Montereau]]. An traoù a yeas ken trenk etre aotrounez an div gostezenn ma oe savetaet Charlez diouzh ar marv gant [[Tangi ar C'hastell]] hag e oe kontellet d'ar marv e eontr Yann, dug Bourgogn.