Wikipedia:Kendivizoù reolata/Rummadoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
Kinnig votin 'vit lakaat ar rummadoù el liester
Doare da sevel ar rummadoù, roit ho soñj mar plij
 
Linenn 10:
Savet 'm eus kazi an holl rummadoù el liester peogwir ez eus un hengoun e [[levraoueg]]où Bro-C'hall evit eñ ober. Ar saoznegerien a ra gant al liester (S.o. ar wikipedia saoznek. Gwelloc'h e kav din heuliañ an hent-mañ. --[[Implijer:Ch. Rogel|Ch. Rogel]] 8 Gen 2006 da 22:44 (UTC)
 
* Da'm soñj e c'hall bezañ an eil pe egile diouzh an dro (hervez ar gerioù eo). Dre vras memes tra eo reishoc'h ha natureloc'h implij al liester e brezhoneg peurliesañ. Evit hollekaat e reer gant al liester e brezhoneg tra ma ra ar galleg gant an unander. Da skouer e c'haller ijinañ ur rummad ''arbre'' e galleg met n'haller ket ijinañ ur rummad ''gwezenn'' e brezhoneg. Ret eo ober gant ''gwez''. Heñveldra eo poellekoc'h ha muioc'h diouzh ijin ar yezh kaout ur rummad ''broioù'' ma vo kavet ar pennadoù a denn d'ar broioù just a-walc'h kentoc'h eget ur rummad a vije ''bro'' traken. [[Implijer:Fulup|Fulup]]
 
N'em eus displeget mat ma soñj war liester/unander. Evel ul levraoueger ez on a-du gant implij an unander evel em eus graet betek-hen. Kroget en deus Fulup kemm d'al liester ar rummadoù savet ganin , met gwelloc'h e kav din ma vo klasket asant reoù all. Simploc'h e kavan ar boas gall ha ma teu levraouegerien all e vo aesoc'h dezho hag int a zo arbennigourien war ar rummata hep mar. --[[Implijer:Ch. Rogel|Ch. Rogel]] 14 Gen 2006 da 17:20 (UTC)
Linenn 17:
 
*D'am soñj e vije ret lakaat an holl rummadoù el liester (pa reont dave da traoù pe tud): kalz poellekoc'h ha brezhonekoc'h e vefe. Ret 'vefe sevel ur vot war ar gudenn-se evit ma teufe da vezan politikerezh ofisiel ar wikipedia e brezhoneg. [[Implijer:Benoni|Benoni]] 16 Ebr 2006 da 13:34 (UTC)
 
* A-du gant Benoni. Mat e vefe votiñ ha lakaat urzh er rummadoù da c'houde. Mat e vije da muioc'h a dud da reiñ o soñj memes tra. --[[Implijer:Fulup|Fulup]] 16 Ebr 2006 da 15:01 (UTC)
 
==Stumm ar verb pe anv-kadarn==