Roll an unpennoù gall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 9:
Ouzhpenn a roll a gaver amañ da-heul, rouaned [[Bro-Saoz]] etre 1340 ha 1360 hag eus 1369 da 1801 a embanne kavout an titl a roue Bro-C'hall. E-pad ur pennad berr e oa bet un diazez fetis d'an titl-se. Hervez divizoù skrid-emglev Troyes, e [[1420]], en doa anavezet [[Charlez VI (Bro-C'hall)|Charlez VI]], roue Bro-C'hall, e vab-kaer [[Herri V (Bro-Saoz)|Herri V, roue Bro-Saoz]] evel rejant ha hêr. Herri V a varvas kent Charlez VI hag e vab, [[Herri VI (Bro-Saoz)|Herri VI]] , a zeuas da vezañ roue Bro-C'hall goude e dad-kozh hervez ar skrid-emglev-se. Edo ar pep brasañ eus norzh rouantelezh Bro-C'hall dindan dalc'h ar Saozon betek 1435. E 1453 avat e oant bet argaset diouzh rouantelezh Bro-C'hall war-bouez Calais (hag enezennoù Mor Breizh), ha [[Calais]] hec'h-unan a oa kemeret e 1558. Koulskoude e talc'has rouaned Bro-Saoz da gemer an titl-se betek krouidigezh ar [[Rouantelezh-Unanet]] e 1801. Un nebeud rouaned eus Bro-Saoz etre 1337 ha 1422 o deus kemeret an titl a roue Bro-C'hall ivez, met en un doare digendalc'h.
 
An titl "roue ar [[Franked]]" ([[Latin]]: Rex Francorum) a oa bet implijet betek ren [[Fulup IV (Bro-C'hall)|Fulup IV]]. E-pad ar prantad berr ma oa lakaet bonreizh 1791 e pleustr (1791-1792) ha goude Dispac'h miz Gouere e 1830, e veze lavaret "roue ar C'hallaoued" e-lec'h "Roue Bro-C'hall (ha Navarra)". Degemeret e oa bet neuze ur bonreizhoù a ziazeze galloud ar rieien war bolontez ar bobl, ha neket war galloud Doue hepken. Diskouezet e oa ar c'hemm-se gant ar c'hemm en titl
 
==Roll ar rieien==