Loeiz an Deol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: vls:Lodewyk den Vroomn
Linenn 14:
[[Image:Charlemagne et Louis le Pieux.jpg|thumb|left|300px|'''Karl ha Loeiz, tad ha mab.''']]
 
Evel ma oa mab diwezhañ bev [[Karl Veur]] eo dezhañ e tegouezhas an titl a [[Impalaer ar C'hornoghornôg]] d'an [[11 a viz Gwengolo]] 813 en [[Aachen]].
*E miz Gwengolo er bloavezh-se en-eeun e voe tolpet, gant an Impalaer Karl, ur bodad bras a dud e palez Aachen. Deuet eus e rouantelezh hag impalaeriezh e voe bodet eskibien, ebed, konted, beleien, diagoned, ha bodad ar Franked e-metoù an impalaer en Aachen ; hag eno e savjont c'hwec'h chabistr ha daou-ugent da zastum petra a oa ezhomm da Iliz Doue ha d'ar bobl kristen. Goude e voe dalc'het ur vodadeg gant an eskibien, ebed, konted, ha noblañsed eus ar rouantelezh frank, hag e rejont ur roue hag un impalaer eus e vab Loeiz. Ha d'an dra-se e asantas an holl en hevelep doare, o lavarout e oa reizh ; ha kement-se a blijas d'ar bobl, ha gant asant ha you ar bobl e lakaas e vab Loeiz da impalaer war un dro gantañ, hag e kadarnaas an impalaeriezh gant ar gurunenn aour, hag ar bobl da youal ha da huchal: Bevet an Impalaer Loeiz! Ha levenez vras a voe e-touez ar bobl en deiz-se.<ref> ''Chronicon Moissacense…'', n°813, éd. G.H. Pertz, ''Scriptores'', t. 1, M.G.H., Hanovre, 1826, p. 310.</ref>