Pepin Grenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 27:
*Bertha, mamm ar c'hont [[Rolant]]
 
Pa varvas [[Karl Martel]] e [[741]], e voe rannet ar rouantelezh etre e vibien, '''Pepin''' ha [[Karloman (mab Karl Martel)|Karloman]], hag o eontr [[Karloman, mab Karl ar Morzhol|Karloman]]. Bac'het en un abati e oa tri mab bastard Karl Martel, [[Grifo]] hag e [[breur|vreudeur]]. Karloman a yeas da vanac'h e [[747]]. Chom a reas [[Frankia]] etre daouarn Pepin pa oa [[Maer ar Palez]] dindan ar roue [[Merovingidi|merovingat]] [[Hilderik III]]. Hilderik a oa roue, met Pepin a oa mestr an traoù ken e rene evel ar roue. Pepin a c'houlennas digant ar [[Pab]] piv a c'hellfe bezañ ar rieg : an hini en deus un titl roueel pe an hini a ziviz evel ma ra ur roue. Dre ma respontas ar Pab e oa pouezusoc'h an divizout eget an titl e teuas Pepin a-benn da vougañ an eneberezh ha dilennet e voe evel roue ar [[Franked]] gant pennoù uhelañ e bobl e kêr [[Soissons]] e [[751]]. Marteze e voe olevet en [[Iliz-veur Soissons|iliz-veur]] e [[752]] gant [[Sant Bonifas|Bonifas]], [[arc'heskob]] [[Mainz]].
 
Dre aloubiñ meur a vro e kreskas rouantelezh Pepin ken e teuas ar pab [[Steven III, pab|Steven III]] da [[Pariz|Bariz]] d'e oleviñ ivez ha reiñ dezhañ an titl a ''Patrisian ar Romaned''. Olevet e voe ivez mibien Pipin, Karl (Karl Veur pelloc'h) ha Karloman.