Huon Capet : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
Mab e oa da [[Huon Veur]] ha d'e wreg [[Hedwige de Saxe]]. Hêr e oa da lignez ar Roperzhidi a zo o keveziñ gant tiegezhioù uhel [[Frankia]] en IXvet ha Xvet kantved. E dibenn an Xvet kantved e weler ur reverzhi armerzhel ha kevredigezhel, gant an difraostadegoù, hag an eskemmoù o stankaat, dre an diner arc'hant. Echu eo an aloubadegoù bras, krog eo ar brezelioù etre aotrouien, hag emaer o sevel ar c'hastilli ma kav ar gouerien repu enno. E-keit-se e sav ur rumm nevez, hini ar varc'heien, brezelourien a gevezo gant ar berc'henned vras. Evit mestroniañ ar rumm nevez-se ha gwareziñ o madoù e klask an uhelidi hag an Iliz reiñ harp da lusk [[peoc'h Doue]]. Sede pegoulz e c'hall Huon Capet sevel e dierniezh.
 
==Hêrelezh==
 
War-dro 17 vloaz e oa Huon pa varvas e dad e 956. Resev a reas ar glad dastumet gant ar Roperzhidi araozañ : markizelezh [[Neustria]] hag titl dug ar Franked.
 
Tutor Huon hag e vreudeur e oa [[Brun von Sachsen|Brunon]], arc'heskop Köln ha breur an impalaer [[Otto Iañ, impalaer santel|Otto Iañ]].
 
<!--