Diforc'hioù etre adstummoù "Lombarded"

22 okted ouzhpennet ,  14 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (reizhañ ar stumm bizantat)
E [[568]], dindan ren o roue [[Alboin]], e voe treuzet an [[Alpoù]] ganto hag aloubiñ a rejont hanternoz [[Italia]]. Eno e voe savet ur [[rouantelezh]] ganto, gant [[Pavia]] da gêr-benn.
Goude se ez ejont pelloc’h war-zu kreiz ha su Italia, hep tagañ evelkent [[Stadoù ar Pab]] nag arvor ar c’hreisteiz a oa e dalc’h an [[Impalaeriezh roman ar Reter|Impalaeriezh vizantat]].
Goude marv ar roue Alboin (war-dro [[570]]) e voe rannet o rouantelezh e [[36]] [[Dugelezh|dugelezh]]. Ne oa ket unvan bro al Lombarded ken ha gwanoc’h en em gavent evit talañ ouzh tagadennoù [[Bizantion]] diouzh un tu pe re ar [[Franked]] diouzh an tu all.
 
Pa zeujont da Italia e oa [[Pagan|pagan]]ed eus darn eus al Lombarded tra ma heulie lod all [[kristeniezh|kredenn gristen]] [[Arius]]. Abalamour da se ne oa ket mat an darempred etrezo hag ar [[pab|bibien]]. Tammig-ha-tammig hepken e voe degemeret ganto ar boazioù roman hag ar relijion gatolik.
Gant ar Pab e voe galvet ar [[Franked]] war e sikour ha trec’h e voe ar re-se, renet gant [[Pepin ar Berr]], war al Lombarded. Dont a reas ar Franked adarre, galvet gant ar Pab [[Adrian Iañ]], ha trec’h e voent adarre. [[Karl Veur]], roue ar Franked, a voe kurunet roue al Lombarded e [[Pavia]] e [[774]]. Lonket e voe bro al Lombarded neuze en [[Impalaeriezh Karl Veur]].
Lezet o deus al Lombarded o anv d’ur rannvro vras e hanternoz Italia, a vez graet [[Lombardia]] anezhi.
 
[[Skeudenn:kurunenn.jpg|thumbnail|500px|left|Kurunenn rouaned al Lombarded]]
186 027

modifications