Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 238:
Salud dit ! Ne gaver ket atav pennadoù heñvel e saozneg. C'hoarvezout a ra evit traoù a denn da Vreizh (evel [[Bro-Leon]], [[Abeozen]]) hag evit traoù all ivez (ar skrivagner [[Benny Barbash]] da skouer). En degouezhioù-se ne c'haller ket liammañ ar pennadoù gant ur pennad saoznek evel-just ha daoust da se e vez graet liammoù gant yezhoù all gant ar robotoù (sell ouzh skouer [[Benny Barbash]] : lakaet em boa ul liamm gant an hebraeg, hag ul liamm gant ar galleg zo bet ouzhpennet abaoe). Ne gav ket din ez eo fur kemer ar saozneg da yezh dave nemeti ; ur bern pennadoù a c'hallomp kavout e yezhoù all war Wikipedia. Hag an holl vrezhonegerien ne ouzont ket saozneg ;-). A galon, --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] 26 Meu 2009 da 15:00 (UTC)
: A-du ganit penn-da-benn, ha biskoazh n'em boa lâret e oa furoc'h kemer ar saozneg da yezh dave nemeti, met peurliesañ e kaver pennadoù war ar wiki e saozneg n'o c'haver ket e yezhoù all, nemet ma tennfent d'un dachenn resis. N'eo ket ret goût saozneg evit ouzhpennañ ul liamm davet ur pennad er wikipedia e saonzeg, hag ur wezh graet e vez ouzhpennet tamm-ha-tamm al liammoù davet ar yezhoù all gant robotoù. A galon, [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 26 Meu 2009 da 15:14 (UTC)
::http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Rummad:Yezho%C3%B9_Stado%C3%B9-Unanet [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 16 Ebr 2009 da 12:32 (UTC)